Lazhadeg Lauria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Monumento_alle_vittime_del_sacco_di_Lauria_-_panoramio.jpg| thumb| Kounbeul ]]
'''Lazhadeg Lauria''' a voe graet entre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1806 gant soudarded an arme c'hall dindan ar marichal [[André Masséna]] e kêr [[Lauria]], e [[Rouantelezh Naplez]], a oa emsavet a-enep an aloubadeg c'hall. Ur mil a dud az voe lazhet gant ar C'hallaoued.
 
==Istor==
Klask a reas tud kêr, gant soudarded ar roue Ferdinando, herzel an arme c'hall a oa o kerzhout war-du Naplez.
D'ar 7 a viz Eost, da sav-heol e kuitaas an arme c'hall[[ Lagonegro]] hag a-raok kreisteiz e tegouezhasest e-tal Lauria, hervez danevell ar marichal Masséna, savet d'an 9 a viz Eost evit ar roue nevez [[Giuseppe Buonaparte]].
 
E Lauria e oa emsavidi renet gant Vincenzo Geniale Versace. Kalz eus tud kêr ne felle ket dezho leuskel ar soudarded estren da zont e kêr, ha bec'h a savas etre ar re-se hag ar re a felle dezho kodianañ.
 
 
Dirak kêr lauria e voe rannet an arme c'hall : ur bagad dindan ar jeneral Gardanne, a en em zalc'he war an torgennoù, e gorre-kêr; hag unan all renet gant Masséna evit gronnañ kêr. Eus Lauria e teuas tennoù war ar C'hallaoued. Lakaet e voe an tan en tier evit rediañ an emsavidi da zont er-maez.
 
War-dro mil a dud a voe lazhet. Ur c'hant bennak a voe diskaret er mougevioù ma oant aet da guzhat, hag an dec'herien a voe fuzuilhet pe krouget. Maouezed ha bugale a voe jahinet ha lazhet. Kaoz a voe eus soudarded kors a lazhas betek ar glañvourien en o gweleoù.
 
 
 
'''Lazhadeg Lauria''' a voe graet entre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1806 gant soudarded an arme c'hall dindan ar marichal [[André Masséna]] e kêr [[Lauria]], e [[Rouantelezh Naplez]], a oa emsavet a-enep an aloubadeg c'hall.
 
[[Rummad:Lazhadegoù]]