Lazhadeg Lauria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
E Lauria e oa emsavidi renet gant Vincenzo Geniale Versace. Kalz eus tud kêr ne felle ket dezho leuskel ar soudarded estren da zont e kêr, ha bec'h a savas etre ar re-se hag ar re a felle dezho kodianañ.
 
Dirak kêr Lauria e voe rannet an arme c'hall : ur bagad dindan ar jeneral Gardanne, a en em zalc'he war an torgennoù, e gorre-kêr; hag unan all renet gant Masséna evit gronnañ kêr. Eus Lauria e teuas tennoù war ar C'hallaoued. Lakaet e voe an tan en tier evit rediañ an emsavidi da zont er-maez .
 
War-dro mil a dud a voe lazhet. Ur c'hant bennak all a voe diskaret er mougevioù ma oant aet da guzhat, hag an dec'herien a voe fuzuilhet pe krouget. Maouezed ha bugale a voe jahinet ha lazhet. Kaoz a voe eus soudarded kors a lazhas betek ar glañvourien en o gweleoù .
Linenn 33:
 
[[Rummad:Lazhadegoù]]
[[Rummad: Rouantelezh Naplez]]