Émile Bernard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Un daolenn
ouzhpennet darvoudoù e vuhez
Linenn 1:
[[Restr:Henri de Toulouse-Lautrec - Portrait de Émile Bernard.jpg|200px|thumbnail|dehou|Emile Bernard gant [[Toulouse-Lautrec]] (1886)]]
'''Émile Bernard''', bet ganet d'an [[28 a viz Ebrel]] [[1868]] e [[Lille]] hag aet d'an Anaon d'ar [[16 a viz Ebrel]] [[1941]] e [[Pariz]], a oa ul [[livour]] [[post-impresionist]], ur [[skeudennaouer]], un [[engravour]], ur [[skrivagner]], ur [[barzh]] (dindan an anv-pluenn ''Jean Dorsal'' ivez) hag un [[barnour|arzvarnour]] [[Frañs|gall]].
 
Mont reas da chom en Egipt, enno e vevas eus 1893 betek 1904.
 
Dre hanterouriezh al livour rusian Michail a Wylie, keneil d'e familh e yeas oaded a 16 vloaz, tre, en atalier al livour Fernand Cormon.
 
Goude bezañ graet anaudegezh gant livourien en atalier Cormon e voe argaset eus an atalier, hag e yeas da bourmen en Normandie hag e Breizh. Kejañ reas gant Emile Schuffenecker, a roas dezhañ ul lizher evit en em ginnig da Baul Gauguin. Mont reas Bernard da Pont-Aven, hogen nebeut a zarempred en doe gant Gauguin, d'ar c'houlz-se.
 
Ober reas anaoudegezh gant Vincent van Gogh e Paris. E-kerz ur prantad pointilist e voe d'ar c'houlz.
 
En 1887 e tistroas da Normandie ha da Vreizh, kinklañ reas ar gambr ma oa enni e leti itron ar Masson e Sant Briak, a-raok dont da Bont-Aven.
 
Gauguin ha Charles Laval a oa d'ar mare-hont e Martinik. Kimiadiñ reas gant ar pointilisme evit mont davet ar c'hloisonisme, bet ijinet gant Louis Anquetin.
 
E 1888, e voe a-zevri o tarempredi gant Gaugin. Bernard a voe gant e c'hoar Madalen, tri bloaz yaouankoc'h evitañ, e pont-Aven. En ur prantad pouezus en em gavas Bernard ha Gauguin, graet e voe ganto ur sintezenn etre ar meizadel hag ar simbolegezh. Savet e voe ganto ar sintetelouriezh : goude ur weladenn, an elfennoù a na vezont ket dalc'het soñj outo a vez skarzet. Ar stummoù a zo eeunoc'h, hag an dibab livioù n'int ket ken fonnus.
 
==Poltredaoueg==