Arc'hfonem : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''arc'hfonem''' ([[saozneg|saoz.]]: ''archiphoneme'') war tachenn ar [[fonologiezh]] hag ar [[fonetik]] evit komz eus ur c'heal difetis don e framm fonologel ur [[yezh]] bennak hag a dalvez d'ober da dave da veur a doare distagañ resis, dreist-holl e degouezhioù ma degouezh al [[liveadur]], da skouer:
 
E saozneg e vez liveet an diforc'h etre ur [[kensonenn dre fri|gensonenn dre fri]] (/m, n, ŋ/) dirak ur [[kensonenn dre serriñ|gensonenn dre serriñ]] (/p, t, k/) e diabarzh an hevelep [[morfem]]: /m/ nemetken dirak /p/, /n/ nemetken dirak /t/, /ŋ/ nemetken dirak /k/. En degouezh-mañ e c'heller larete ez eus un arc'hfonem treuzskrivet gant ur bennlizherenn |N| (= |m-n-ŋ|) ha neuze e c'helelr treuzskrivañ "''limp''", "''lint''" ha "''link''" |lɪNp, lɪNt, lɪNk| kentoce lec'h evit /lɪmp, lɪnt, lɪŋk|.
 
Implijet e vez kalz ar keal an arc'fonem gant [[Nikolai Trubetskoy]] dreist-holl ha liammet emañ ouzh [[Skol Praga]]. Ne vez ket implijet gant an holl yezhonourion avat hervez meur a hini e laka an dielfennadur fonologel da vezañ re luziet hep diazez ebet er gwirvoud a-wezhoù.