Diforc'hioù etre adstummoù "Gwenole"

1 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
D
 
War-dro [[470]] ez eas da skol sant [[Budog]] (Beuzeg), war enez [[Lavred]], en [[enezeg Briad]]. War-dro [[485]], p’en doa c’hoant mont da [[Iwerzhon]] da azeuliñ relegoù sant [[Padrig]] a oa o paouez mervel, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno.
Gant unnek eus diskibled sant Budog ez eas d’en em ziazezañ war enez [[Tibidi]] (un anv zo bet displeget evel ''ti-pediñ''), war aidaod an [[Ospital]], e digorgenoù stêr ar [[Ar Faou|Faou]]. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêr Aon, gant e venec’h. evit en em staliañ e Landevenneg, en tu al d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras e Breizh-Izel. Mervel a reas Gwenole eno, d’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]] [[532]].
 
Gwenole a voe azeulet evel ur sant e Landevenneg, goude e varv. En {{Xvet kantved}}, pa oa aloubet Breizh gant ar [[Vikinged]], e tec’has ar venec’h, gant e relegoù. Mont a rejont war-zu ar reter, dre greiz Breizh, en ur chom a-sav meur a wech, e lec’hioù ma vez enoret sant Gwenole dindan meur a anv hiziv an deiz : e [[Pierig]], e Bro Naoned, e [[Château-du-Loir]] e-kreiz Bro-C’hall hag a-benn ar fin e [[Montreuil-sur-Mer]] e departamant ar [[Pas-de-Calais]]. Eno e veze enoret dindan an anv ''saint Walloy'' ha chom a reas e relegoù betek an [[Dispac’h gall]], pa voent distrujet e [[1793]].
70 505

modifications