François Falc'hun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Munudoù dwb ar skritur, e blas e stourm evit ar brezhoneg hag adembannadur e dezenn
Linenn 17:
Ar [[Bleun Brug]] hag [[Ar Falz]] a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.
 
Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant hiniennoù zo evel [[Mikael Madeg]] pe [[Fank Bodenes]] evit en em ziskouez Leoniz a-raok Bretoned. N'eus ket mui eus an embannadurioù [[Brud Nevez]] nag eus ar gelaouenn heñvel hec'h anv a oa bet krouet e 1955. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet [[Fañch Broudig]] war e leve.
 
N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.