Pourim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Pourim''' ({{he}} פּוּרִים) ''Pûrîm'' "eurioù", diwar ar ger פור ''pur'', troet evel 'sort' e [[Levr Esther]], liammet marteze ouzh an [[Akkadeg]] ''pūru'' "maen, jarl"; anvet ivez '''Gouel an Eurioù''') zo ur gouel [[Yuzevegezh|yuzev]] e koun an doare ma oa bet savetaet ar pobl yuzev diouzh [[Haman (Bibl)|Haman]], ur penn bras eus [[Impalaeriezh an Ac'haemenided]] en doa klasket lazhañ holl Yuzevien ar vro, evel m'eo kontet e-barzh [[Levr Esther]] ({{he}} '''מגילת אסתר''' ''Megillat Ester''; eus ar [[Vvet kantved kt JK|V{{vet}} kantved a-raok J.K.).
 
Haman a oa kuzulier ar roue [[Persia|pers]] [[Asouerus (Bibl)|Asouerus]] (marteze [[Kserses Iañ]] pe [[Artakserses Iañ]], ''Khshayarsha'' hag ''Artakhsher'' e [[henberseg]]) ha divizout a reas lazhañ holl Yuzevien an Impalaeriezh. Kaset e voe e raktres da netra gant [[Mordec'hai (bibl)|Mordec'hai]] hag e gouzinez [[Esther (bibl)Ester|Esther]], ha merc'h advabet, aet da rouanez Persia en ur zimeziñ da Asouerus. An deiz ma oa kaset raktres Haman da netra a voe un deiz da gas anezhi ha da lidañ.
 
Un devezh evit kaout plijadur hag eskemm profoù eo neuze, ha reiñ profoù d'ar re baour ivez. Debriñ hag evañ a reer kalzig d'an noz, betek koll e skiant d'ober an diferañs etre Haman ha Mordec'hai sañset. Selaou a reer ''Megillat Ester'' en ur ober trouz pa glever anv Haman ha gallout a ra ar vugale en em dreuzwiskañ. Debriñ a reer [[hamantaschen]] (''godell Haman''), gwispidoù fardet gant kaotigell prunev.