Gustave Courbet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
e vuhez
Linenn 3:
 
Kemer a reas perzh e [[Kumun Pariz]] e 1871.
 
{{clr}}
E familh a oa perc'hen war madoù, un ti feurm o devoa er Jura, pinvidik a-walc'h oant neuze da geñver ar re all.
 
Er c'hloerdi e voe Gustav, evit kaout enno un deskadurezh lennegel. Plijet e oa gant ar c'hentelioù livañ, muioc'h eget en dañvezioù all. E skolaj Besançon e voe kaset, hogen ne voe ket a-zevri war ar studioù klasel, hag e tarempredas seul vui, e skol an arzoù kaer, kentelioù an Ao Charles-Antoine Flajoulot. Mont a reas da Baris d'ober studioù war ar gwir. Diskregiñ a reas ar studioù gwir e 1839-1840, evit mont da vat war an obererezh a blije dezhañ, al livañ. Tremen a rae e holl amzer en atalier an arzour Charles de Steuben. E mirdi al louvre ez eas da livañ alies, evel a rae al livourien all, evit dreveziñ ha kopiañ livadurioù arzourien vrudet. Sebezet e voe gant al livadurioù teñval, sklaer hollandad, ar boem venetian hag ar wirvoudelezh spagnol. En nevez-amzer 1841, e tizoloas arvor Normandie. E c'hentañ troiad e voe a gevred gant ur c'heneil dezhañ Urbain Cuenot. Diskenn a rejont gant ur vag ar Seine eus Paris d'an Havre. O skrivañ de dad e lâras e voe boemet gant seurt troia, ar tiez, ar gweledvaoù, an natur...
 
Deroù 1841, e kredas da Goubet kinnig ul livadur da jury ur saloñs ''Portraits d'Urbain Cuenot et Adolphe Marlet'', hag a voe nac'het. E annez e devoa graet er c'harter latin.
 
1842 emboltred gant ar c'hi du, un epagneul, hag evit ar c'hentañ gwech e voe aotreet an daolenn e diskouezadeg. Levenez ennañ, mont er maez eus an divrud.{{clr}}
 
== Livadurioù ==