Pourim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Jerusalem Purim street scene.jpg|250px|vignette|dehou|Pourim e straedoù [[Jeruzalem]]]]
'''Pourim''' ({{hebraeg|פּוּרִים}}) ''Pûrîm'' "eurioù", diwar ar ger {{hebraeg|פור}} ''pur'', troet evel 'sort' e [[Levr Esther]], liammet marteze ouzh an [[Akkadeg]] ''pūru'' "maen, jarl"; anvet ivez '''Gouel an Eurioù''') zo ur gouel [[Yuzevegezh|yuzev]] e koun an doare ma oa bet savetaet ar pobl yuzev diouzh [[Haman (Bibl)|Haman]], ur penn bras eus [[Impalaeriezh an Ac'haemenided]] en doa klasket lazhañ holl Yuzevien ar vro, evel m'eo kontet e-barzh [[Levr Esther]] ({{hebraeg|מגילת אסתר}} ''Megillat Ester''; eus ar [[Vvet kantved kt JK|V{{vet}} kantved a-raok J.K.)]].
 
Haman a oa kuzulier ar roue [[Persia|pers]] [[Asouerus (Bibl)|Asouerus]] (marteze [[Kserses Iañ]] pe [[Artakserses Iañ]], ''Khshayarsha'' hag ''Artakhsher'' e [[henberseg]]) ha divizout a reas lazhañ holl Yuzevien an Impalaeriezh. Kaset e voe e raktres da netra gant [[Mordec'hai (bibl)|Mordec'hai]] hag e gouzinez [[Ester|Esther]], ha merc'h advabet, aet da rouanez Persia en ur zimeziñ da Asouerus. An deiz ma oa kaset raktres Haman da netra a voe un deiz da gas anezhi ha da lidañ.