Harlu Babilon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "250px|vignette|dehou|[[James Tissot, Tec'hadenn ar Brizonidi]] '''Harlu Babilon''' pe '''Bac'hadeg Babilon''' eo ar mare en..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Pa gouezhas [[Babilon]] dindan beli [[Kirus II]], roue ar [[Bersed]], e [[-539|539]] a-raok hon mare e voe leusket ar [[Yuzevien]] da zistreiñ da Yehouda ha da sevel un [[Templ Jeruzalem|Eil Templ]]. Ul levezon bras meurbet en deus bet ar mare-se war diorren ar [[Yuzevegezh]], e-keñver an [[doueegezh]] met ivez war skrivañ ar [[Bibl]].
 
Tabut a zo etre an istorourien diwar-benn pegen niverus e oa an dud harluet ha pegement a oa chomet er vro : tra ma embann an [[Tanac'h]] e oa harluet ar bobl a-bezh, pe dost, ez eus bet kavet roudoù e oa chomet da vihanañ ar beizanted er vro hervez an arkeologourien. E memes doare, distro an harluidi a c'hoarvezas tamm ha tamm kentoc'h eget en un darvoud nemetañ. Estreget an dra-se e oa chomet kalzig a harluidi e [[Babilon]] ha diwarno e teu [[Yuzevien Irak]].
 
[[Rummad:Istor ar Yuzevien]]