Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 43:
 
==== Marv hag adsavidigezh ====
Hervez ar Gristenien eo adsavidigezh Jezuz diazez o feiz{{refn|group=noten|Lenn [[Lizher kentañ d'ar Gorintidi]], pennad 15.}} hag an darvoud pouezusañ en istor<ref>{{en}} Hanegraaff, Hank. 2008. ''Resurrection: The Capstone in the Arch of Christianity.'' Thomas Nelson Publishers. {{ISBN|978-0849942952}}. 320p</ref> E-touez o c'hredennoù, marv hag adsavidigezh Jezuz zo daou zarvoud-kreiz a zo diaezet hogozik holl zoueegezh kristen warno.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20070901153606/http://dlibrary.acu.edu.au/research/theology/Walsh.htm|titl=The Significance of the Death and Resurrection of Jesus for the Christian|oberour=Judith Walsh|embanner=Australian Catholic University National [diell]|lennet d'=an 9 a viz Mae 2020}}</ref> Hervez an [[Testamant Nevez]] e voe kroazstaget Jezuz, marvet diwar ur marv fizik, douaret en ur vez hag e savas diwar ar re varv tri devezh goude.
 
Meneget eo gant an Testamant Nevez meur a weledigezh eus Jezuz, meur a wezh disheñvel, gant an [[ebestel]] ha diskibien all, a-raok e bignidigezh d'an neñv. Kounaet a reer marv hag adsavidigezh Jezuz en holl lidoù, met dreist-holl da vare ar [[Sizhun Fask]]. Hervez ar Gristenien e tiskouez an darvoudoù-se galloud Jezuz war ar vuhez hag ar marv ha, diwar-neuze, en dije aotrouniezh da reiñ buhez beurbad d'an dud.