Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kristeniezh}}
 
Ar '''Gristeniezh''' zo ur relijion [[Undoueegezh|undoueek]] [[Abraham|abrahamek]] diazezet war kelennadurezh [[Jezuz Nazaret]], un den a vevas er {{Iañ kantved}}, lesanvet [[Jezuz-Krist|C'hrist]] (''an eouliet''). Hervez e feizidi eo Jezuz ar [[mesiaz]], evel ma oa bet diouganet en [[Testamant kozhKozh]], met ivez [[Doue]] deuet war an douar da vale an dud hervez doueegezh an [[Trinded|Dreinded]], evel m'eo kontet en [[Testamant Nevez]].<ref>{{en}} Woodhead, Linda (2004). ''Christianity: A Very Short Introduction''. Oxford: Oxford University Press. </ref> Hiziv ez eus tro-dro 2,4 miliard a feizidi kristen er bed a-bezh hag ar relijion vrasañ er bed eo.
 
Liesseurt kenañ eo ar Gristeniezh, a ranner dre vras etre ur skourr [[Kristeniezh ar C'hornôg|gornôg]] hag ur skourr [[Kristeniezh ar Reter|reter]], ha liesseurt kenañ ivez an dogm, diwar-benn ar salvidigezh da skouer, pe diwar-benn stumm an Iliz, perzh ar veleien hag ar [[Kristologiezh|gristologiezh]]. Dre vras e kred an holl feizidi eo Jezuz mab Doue - al ''logos'' deuet da gig - hag en doa kelennet, [[Pasion Jezuz|gouzañvet]] hag e varvas war ar groaz a-raok sevel a varv da vev evit salvidigezh Mab-den, evel m'eo kontet en [[aviel]]où (''ar c'heloù mat'') er [[Bibl]], skridoù savet gant [[Aviel Mazhev|Mazhev]], [[Aviel Mark|Mark]], [[Aviel Lukaz|Lukaz]] ha [[Aviel Yann|Yann]], a oa deskibien Jezuz, gant an [[Tanac'h]] (Testamant kozh ar [[Yuzevegezh|Yuzevien]]) evel drekleur.