Poderezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Kempenn
Linenn 9:
 
== An danvez ==
Graet 'vez poderezh gant [[pri]] hag a zo a orin ur meskaj etre pri, merl ha danvez-kailhastr. Padal e vez komzet eus "douar" labouret. E ti ar bourvezerien arbennikaet, e vez kavet an aliesañ pri gwenn, ruz ha du. Met gwerzhañ a reont ivez pri gant livioù dreistordinal : roz, gwer, glas,...
 
== An ostilhoù ==
Linenn 18:
[[Restr:Makingpottery.jpg|250px|thumb|ur pezh graet diwar al labour war an turgn]]
C'hwec'h doare disheñvel a zo evit stummañ an douar :
* al labour war an [[turgn]] : a zo an hini anavezetañ ha diaesañ. An teknik-mañ a zo deuet war-vel war-dro 4000 bloaz araok J.C. Tu 'zo lavarout eo an hini hag he deus reveulzet ar boderezh, peogwir a drugarezh dezhi ez eus bet tu krouiñ pezhioù reoliek penn da benn. D'ar mare-se e oant pezhioù skañvoc'h eget ar re krouet gant an doareoù all. Podoù ha asiedoù a vez savet an aliesañ gant an doare-se. An turgn a 'zo graet gant ur pladenn a-dro, anvet "Girelle". Evit-se eo ret kreizhennañ mat an douar, mestroniañ tizh an turgn gant un troadigell ha krouiñ ar stumm c'hoantaet er memes tro. Setu perak e c'houlenn un hir deskoni araok dont a-benn d'ober pezhioù brav. Ur vicher eo ivez.
* al labour gant plakennoù : ledet 'vez an douar gant ur ruilh koad evit kaout unan pe meur a plakennoù hag a vo bodet a-benn stummañ an objet. Soudet int gant taoligoù kontell el lec'h m'o deus da vezañ strollet ha peget gant douar gwak. Tu 'zo ouzhpennañ gwadegennoù douar evit kadarnaat ar boderezh. Gant an doare-mañ ez eus tu mont buhan met tu 'zo ober nemet pezioù geometrek. Tu 'zo memestra sevel poderzh kranek ma 'vez ruilhet ar plakennoù ha bodet an div penn enep. Ar plakennoù a c'hellont bezañ implijet ivez, evit leuniañ voulloù, ret eo neuze pegañ meur a re e diabarzh ur voull ha divoullañ pa ez int sec'h mat evit e aesaat. Gant an teknik-mañ ez eus tu mont buhanoc'h, peogwir ne vez ket gortozet kement eget gant sec'hadur ar "barbotine" (douar dourennek).
[[Restr:Churrosvistos.jpg|200px|thumb|ur pezh gant "colombin"]]
* al labour gant "[[colombin]]"rolladoù : a zo unan eus an teknikoù poderezh kentañ, bet treuzkaset gant an Amerikaned goude o dizoladenn gant [[Kristol Goulm]]. Kontrol al labour war an turgn eo hag implijet veze anezhi gant an holl sevenadurioù kentañ araok ma teufe war vel an turgn. Ar "[[colombin]]"rollad a zo ur kranenn hir ha moan a vez ruilhet war un daol, ezhomm a zo eus meur a hini evit gellout sevel ur pezh bras. Tu 'zo mont buan gant an teknik mañ ha tu 'zo sevel pezhioù bras tre gant stummoù dieub penn da benn met pounner e chomont. An doare a c'hell bezañ kemmet un tamm en ur implij ur plankennig hag ur bilienn a-benn gwaskañ an douar ha stummañ ar pezh. Ar bilienn a zo e darempred gant an douar e diabarzh ar pezh hag ar blankennig en diavaezh er memes live, servijout a ra da skeiñ an douar ha da gwaskañ anezhi.
* ar mezañ : labouret e vez gant ur voull pri hag a vo kizellet bihan ha bihan, en araok e vo roet he stumm gant gwask an div dorn. Goulenn a ra an doare-mañ barregzhioù arzel, resisder ha pasianted. Gant an doare-mañ e vez savet delwennoù.
* Ar stamperezh : pouloudennigoù douar a zo lakaet a-ziwar pe e-diabarzh an objet torret ha da heul an douar a zo lenkret.
Linenn 35:
 
Tu ‘zo neuze kinklañ ar boderezh gant barroù livañ ha oksid eus livioù disheñvel. Ar wastell, kinklet gant al livioù c’hoantaet, a zo lakaet da soubañ en amailh. An amailh, a c'hell bezañ lakaet ivez war ar pezh gant ur barr-livañ pe ur bistolenn ispisializet. Ur seurt poultr livet eo hag a zo mesket gant dour.
* An '''eil poazhadur''' a servij da stagañ an amailh. Tro-dro 960 °C e vo tommet ar forn e-pad 5 eurvezh evit ar [[Feilhañsfeilhañs]]. Ar pezh a teu da vezañ lufret.
An temperadurioù poazhañ, etre 850 °C ha 1400 °C, a zo dibabet hervez an douaroù implijet. Diforc’hiet 'vez ar [[feilañsfeilhañs]] poazhet gant temperadurioù izel hag ar [[krag|c'hrag]] pe ar borselenn poazhet gan temperadurioù uhel (etre 1250 °C ha 1400 °C°).
 
=== Ar fornioù ===
Ar fornioù implijet e poderezh o deus ur meizadenn disheñvel eget ar re all. Bez e c’hellont bezañ :
* '''Fornioù gant koat'''koad : ar re mañ a oa ar fornioù gentañ o deus servijet da poazhañ priajoù. A drugarezh dezho ez eo bet krouet priajoù gant un dalvoudegezh uhel e China ha Japan. Bez e c’hellont a-dra sur poazhañ gant un temperadur uhel an objedoù porselenn met ret eo mestroniañ anezhe mat : choaz ar c’hoad a vo lakaet e-barzh, an aozadur hag evezherezh ar poazhadur.
* Fornioù gant gaz pe tredan.
== Podour ==
Linenn 52:
* (fr) http://www.poterie.com/
* (fr) http://boutique.atelier-poterie.fr/
 
[[Rummad:Teknikoù ha skiantoù pleustrek]]
[[Rummad:Poderezh]]
[[Rummad:Prierezh]]