Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 59:
 
N'emañ ket akord ar Gristenien diwar-benn pegen rak-urzhiet eo salvidigezh pep hini gant Doue. An doueegezh [[Protestantiezh|Adreizhet]] a laka kalz pouez war Gras Doue o kelenn n'eo ket gouest an dud d'en em saveteiñ o-unan, tra ma n'haller ket herzel d'ar c'hras. D'ar c'hontrol, ar gatoliked, an ortodoksed ha protestanted all a gred e ranker lakaat e frankiz choaz da grediñ e Jezuz.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20100815001751/https://www.vatican.va/archive/catechism/p3s1c3a2.htm|titl=GRACE AND JUSTIFICATION|oberour=Katekiz an Iliz katolik [diell]|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref>
 
== Trinded ==
{{Pennad pennañ|Trinded}}
An ''Drinded'' eo ar c'helennadurezh diwar-benn natur an Doue nemetañ,<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/10499a.htm|titl=Monotheism|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref> a zo ennañ teir zudenn dispartiet a genvev peurbad : an ''Tad'', ar ''Mab'' (enkorfet e [[Jeruz Nazaret|Jezuz Krist]] hag ar ''Spered Santel''). Ur mennozh luziet a-walc'h hag en deus degaset kalz tabutoù an hini eo. Hervez ''Kredo Athanasos'' : "An Tad eo Doue, ar Mab eo Doue hag ar Spered Santel eo Doue, hag evelato n'eus ket tri Doue met un Doue."<ref>{{en}} Kelly, J.D.N. 1964. ''The Athanasian Creed''. A & C Black Publishers Ltd. {{ISBN|}}. 152p.</ref> Sañset int bezañ dispartiet an eil diouzh ar re all : n'eus mammenn ebet d'an Tad, savet eo ar Mab diwar an Tad hag e teu ar Spered Santel diwar an Tad. Daoust m'int dispartiet n'haller ket rannañ an teir zudenn-se, nag en e voud, nag en e oberoù. Kristenien zo avat a gred e weler an Tad kentoc'h en [[Testamant kozh]], ar Mab en [[Testamant nevez]] hag hiziv an deiz eo ar Spered Santel a zeu ar wel, met daoust d'an dra-se e kenveve an teir zudenn asambles d'an holl vareoù-se.<ref>{{en}} Oxford, ''Encyclopedia of Christianity'', pg1207</ref> Bez' ez eus ur gredenn evelato a lavar e oa ar Mab kentoc'h a weler en Testamant kozh kar, pa vez taolennet an Drinded en arzoù, e vez taolennet ar Mab gant e dresoù boas (da skouer pa vez taolennet [[Liorzh Eden]]), re un enkorfadenn n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh. E sarkofajoù kristen kentidik e oa bet taolennet al ''Logos'' gant ur barv, "ar pezh a leusk anezhañ d'en em ziskouez hen ma n'eo ket rak-boud".<ref>{{en}} Heidi J. Hornik and Mikeal Carl Parsons, ''Interpreting Christian Art: Reflections on Christian art'', Mercer University Press, 2003, {{ISBN|0-86554-850-1}}, pp. 32–35.</ref>
 
Un dogm kreiz eo an Drinded er Gristeniezh. [[Kristeniezh kentidik|En amzerioù kent]], a-raok [[Sened-Iliz]] Niakia (325), e veze lakaet krediñ en Doue E deir zudenn e-kreiz ar feiz. Buan a-walc'h, er {{4e kantved}} e voe embannet gant ar Gristeniezh e oa eus "Doue en unvaniezh hag en drinded asambles"<ref>{{en}} Olson, Roger E. (2002). ''The Trinity''. Wm. B. Eerdmans Publishing. p. 15. {{ISBN|978-0-8028-4827-7}}.</ref> Hervez an dogm-se n'eo ket rannet Doue gant un dudenn o vezañ un drederenn anezhañ, met pep tudenn zo gwelet evel Doue klok. Emañ an diforc'h gant o darempredoù, savet eo ar Mab diwar an Tad, tra ma teu an Tad diwar netra, ha dont a ra ar Spered Santel diwar an Tad (hag [[filioque|ar Mab]] e doueegezh Ilizoù ar C'hornôg). Ne vern an diforc'h-se eo pep tudenn peurbadel hag hollc'halloudus. Bez ez eus relijionoù kristen ne rannont ket an doare-se da welet an Drinded, evel [[Testoù Jehovah]] hag ar [[Mormonegezh|Vormonegezh]].
 
Ar ger [[gresianeg|gresianek]] ''trias'' a c'heller lenn gant ster an Drinded e labour [[Theofilius ag Antioch]] : "eus an Drinded, eus Doue, ha eus E lavar ha eus E furnez.<ref>{{grc}} Theofilus ag Antioch. "[https://archive.org/stream/PatrologiaGraeca/Patrologia%20Graeca%20Vol.%20006#page/n569/mode/2up Levr II.15]". ''Apologia ad Autolycum''. ''Patrologiae Graecae Cursus Completus'' (e gresianeg hag e latin). 6. "Ὡσαύτως καὶ αἱ τρεῖς ἡμέραι τῶν φωστήρων γεγονυῖαι τύποι εἰσὶν τῆς Τριάδος, τοῦ Θεοῦ, καὶ τοῦ Λόγου αὐτοῦ, καὶ τῆς Σοφίας αὐτοῦ."</ref> Koshoc'h eo an term gresnianek eget an term latin ''trinitas'', skrivet evit ar wezh kentañ gant ster an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel gant [[Tertullianus]].<ref>{{en}} Tertullian, "[http://www.tertullian.org/latin/de_pudicitia.htm 21]", De Pudicitia (e latin), "Nam et ipsa ecclesia proprie et principaliter ipse est spiritus, in quo est trinitas unius diuinitatis, Pater et Filius et Spiritus sanctus.".</ref> Ur c'hantved war e lerc'h e veze implijet stank an term-se.
 
== Jezuz Nazaret ==