Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 60:
N'emañ ket akord ar Gristenien diwar-benn pegen rak-urzhiet eo salvidigezh pep hini gant Doue. An doueegezh [[Protestantiezh|Adreizhet]] a laka kalz pouez war Gras Doue o kelenn n'eo ket gouest an dud d'en em saveteiñ o-unan, tra ma n'haller ket herzel d'ar c'hras. D'ar c'hontrol, ar gatoliked, an ortodoksed ha protestanted all a gred e ranker lakaat e frankiz choaz da grediñ e Jezuz.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20100815001751/https://www.vatican.va/archive/catechism/p3s1c3a2.htm|titl=GRACE AND JUSTIFICATION|oberour=Katekiz an Iliz katolik [diell]|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref>
 
=== Trinded ===
{{Pennad pennañ|Trinded}}
An ''Drinded'' eo ar c'helennadurezh diwar-benn natur an Doue nemetañ,<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/10499a.htm|titl=Monotheism|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref> a zo ennañ teir zudenn dispartiet a genvev peurbad : an ''Tad'', ar ''Mab'' (enkorfet e [[Jeruz Nazaret|Jezuz Krist]] hag ar ''Spered Santel''). Ur mennozh luziet a-walc'h hag en deus degaset kalz tabutoù an hini eo. Hervez ''Kredo Athanasos'' : "An Tad eo Doue, ar Mab eo Doue hag ar Spered Santel eo Doue, hag evelato n'eus ket tri Doue met un Doue."<ref>{{en}} Kelly, J.D.N. 1964. ''The Athanasian Creed''. A & C Black Publishers Ltd. {{ISBN|}}. 152p.</ref> Sañset int bezañ dispartiet an eil diouzh ar re all : n'eus mammenn ebet d'an Tad, savet eo ar Mab diwar an Tad hag e teu ar Spered Santel diwar an Tad. Daoust m'int dispartiet n'haller ket rannañ an teir zudenn-se, nag en e voud, nag en e oberoù. Kristenien zo avat a gred e weler an Tad kentoc'h en [[Testamant kozh]], ar Mab en [[Testamant nevez]] hag hiziv an deiz eo ar Spered Santel a zeu ar wel, met daoust d'an dra-se e kenveve an teir zudenn asambles d'an holl vareoù-se.<ref>{{en}} Oxford, ''Encyclopedia of Christianity'', pg1207</ref> Bez' ez eus ur gredenn evelato a lavar e oa ar Mab kentoc'h a weler en Testamant kozh kar, pa vez taolennet an Drinded en arzoù, e vez taolennet ar Mab gant e dresoù boas (da skouer pa vez taolennet [[Liorzh Eden]]), re un enkorfadenn n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh. E sarkofajoù kristen kentidik e oa bet taolennet al ''Logos'' gant ur barv, "ar pezh a leusk anezhañ d'en em ziskouez hen ma n'eo ket rak-boud".<ref>{{en}} Heidi J. Hornik and Mikeal Carl Parsons, ''Interpreting Christian Art: Reflections on Christian art'', Mercer University Press, 2003, {{ISBN|0-86554-850-1}}, pp. 32–35.</ref>