Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 66:
Un dogm kreiz eo an Drinded er Gristeniezh. [[Kristeniezh kentidik|En amzerioù kent]], a-raok [[Sened-Iliz]] Niakia (325), e veze lakaet krediñ en Doue E deir zudenn e-kreiz ar feiz. Buan a-walc'h, er {{4e kantved}} e voe embannet gant ar Gristeniezh e oa eus "Doue en unvaniezh hag en drinded asambles"<ref>{{en}} Olson, Roger E. (2002). ''The Trinity''. Wm. B. Eerdmans Publishing. p. 15. {{ISBN|978-0-8028-4827-7}}.</ref> Hervez an dogm-se n'eo ket rannet Doue gant un dudenn o vezañ un drederenn anezhañ, met pep tudenn zo gwelet evel Doue klok. Emañ an diforc'h gant o darempredoù, savet eo ar Mab diwar an Tad, tra ma teu an Tad diwar netra, ha dont a ra ar Spered Santel diwar an Tad (hag [[filioque|ar Mab]] e doueegezh Ilizoù ar C'hornôg). Ne vern an diforc'h-se eo pep tudenn peurbadel hag hollc'halloudus. Bez ez eus relijionoù kristen ne rannont ket an doare-se da welet an Drinded, evel [[Testoù Jehovah]] hag ar [[Mormonegezh|Vormonegezh]].
 
Ar ger [[gresianeg|gresianek]] ''trias'' a c'heller lenn gant ster an Drinded e labour [[Theofilius ag Antioch]] : "eus an Drinded, eus Doue, ha eus E lavar ha eus E furnez.<ref>{{grc}} Theofilus ag Antioch. "[https://archive.org/stream/PatrologiaGraeca/Patrologia%20Graeca%20Vol.%20006#page/n569/mode/2up Levr II.15]". ''Apologia ad Autolycum''. ''Patrologiae Graecae Cursus Completus'' (e gresianeg hag e latin). 6. "Ὡσαύτως καὶ αἱ τρεῖς ἡμέραι τῶν φωστήρων γεγονυῖαι τύποι εἰσὶν τῆς Τριάδος, τοῦ Θεοῦ, καὶ τοῦ Λόγου αὐτοῦ, καὶ τῆς Σοφίας αὐτοῦ."</ref> Koshoc'h eo an term gresnianek eget an term latin ''trinitas'', skrivet evit ar wezh kentañ gant ster an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel gant [[Tertullianus]].<ref>{{enla}} Tertullian, "[http://www.tertullian.org/latin/de_pudicitia.htm 21]", De Pudicitia (e latin), "Nam et ipsa ecclesia proprie et principaliter ipse est spiritus, in quo est trinitas unius diuinitatis, Pater et Filius et Spiritus sanctus.".</ref> Ur c'hantved war e lerc'h e veze implijet stank an term-se.
 
== Jezuz Nazaret ==