Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 39:
Poent pennañ ar feiz kristen eo krediñ eo [[Jezuz Nazaret|Jezuz]] Mab Doue hag ar [[Mesiaz]]. Krediñ a ra ar Gristenien e oa bet anvet Jezuz gant [[Doue]], evel mesiaz, da vezañ salver an denelezh hag e oa bet sevenet diouganoù an [[Testamant Kozh]] diwar-benn promesa ar mesiaz. Evelato ez eus dislavar etre soñj kristen ar mesiaz hag an hevelep soñj er [[Yuzevegezh]]. Hervez ar Gristenien e ranker krediñ ha degemer marv hag adsavidigezh Jezuz evit ma c'hello an dud, leun a [[pec'hed|bec'hed]], bezañ digarezet gant Doue ha neuze bezañ salvet o-unan ha tizhet ar vuhez peurbadel.<ref>{{en}} Metzger/Coogan, ''Oxford Companion to the Bible'', pp. 513, 649.</ref>
 
Tabut a oa bet diwar-benn natur Jezuz e kantvedoù kentañ an Iliz e soñj ar Gristenien dre vras eo [[Doue]] enkorfet ha "Doue peurvat ha den peurvat". Jezuz, deuet da zen neuze, en dije gouzañvet poanioù ha temptadurioù un den marvel, met ne reas pec'hed ebet hervezo. Abalamour ma oa Doue penn-da-benn e savas da vev en-dro, hervez an [[Testamant Nevez]], betek an [[neñv]], e-lec'h m'emañ "azezet en tu dehou d'an Tad"<ref>Kredo Nikaia-Kêrgustentin</ref> hag e teuio en-dro da seveniñ peurrest promesa ar mesiaz, da lavaret eo sevel ar re varv da vev, ar [[Ar Varn diwezhañDiwezhañ|Barn Ziwezhañ]] ha sevel [[Rouantelezh Doue]] da vat.
 
Hervez [[Avieloù]] [[Aviel Mazhev|Mazhev]] ha [[Aviel Lukaz|Lukaz]] e oa bet ganet Jezuz diwar ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] goude bezañ koñsevet gant ar [[Spered Santel]]. N'eus ket kalz a chom eus bugaleaj Jezuz er pevar Aviel kanon, daoust ma oa bet forzhig a fals-avieloù a gonte darvoudoù e vugaleaj en [[Henamzer]]. Muioc'h a draoù a oa bet kontet diwar-benn e oad-gour, dreist-holl e [[Pasion Jezuz|sizhunvezh ziwezhañ]], dre ma voe gwelet evel darvoudoù pouezus-kenañ.