Karaegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Karaegezh''' pe '''Yuzevegezh karaek''' ({{Hebraeg|יהדות קראית}} <small>modern</small> ''Yahadut Qara'it'', diwar <small>tiberian</small> ''Qārāʾîm'' a dal..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Karaegezh''' pe '''Yuzevegezh karaek''' ({{Hebraeg|יהדות קראית}} <small>modern</small> ''Yahadut Qara'it'', diwar <small>tiberian</small> ''Qārāʾîm'' a dalvez "Lennerien") zo ul luskad relijiel [[Yuzevegezh|yuzev]]. Ennañ ne anavezer nemet an [[Torah]] evel mammenn an [[halac'ha]] hag an doueegezh[[doueoniezh]]. Hervezo e oa bet roet kement gourc'hemenn a zo gant [[Doue]] da [[Moizez|Voizez]] e [[Menez Sinai]] dre skrid nemetken, hep un [[Torah]] dre gomz a vije bet da lakaat ouzhpenn. Diforc'het eo diouzh ar [[Yuzevegezh rabbinek]] neuze dre ma tegemer an doare-mañ an Torah dre gomz, kodet en [[Talmud]].
 
P'o deus da zisklêriañ an Torah e striv ar Garaed evit chom an tostañ ma c'hellont eus ster splann an destenn. N'eo ket dre ret an talvoudegezh ger-ha-ger, met klask a reont tostaat eus ar pezh a vije bet komprenet gant an Israelited pa voe diskuliet dezho an [[Torah]]. Tra ma chom ar Yuzevegezh rabbinek stag ouzh divizoù ar [[Sanhedrin]] evel m'int enrollet en [[Mishnah]] evit disklêriañ an Torah e sell ar Garaed ouzh kement disklêriadenn er memes doare, n'eus forzh peseurt orin a zo dezhi, ha broudañ a reont kement yuzev a zo da lenn ha da studiañ an Torah evit ober o soñj dezho war ar pezh zo goulennet ober. Da lavaret eo e c'hellont degemer arguzennoù an Talmud, hep lakaat anezho dreist pep tra.