Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kristeniezh}}
 
Ar '''Gristeniezh''' zo ur relijion [[Undoueegezh|undoueek]] [[Abraham|abrahamek]] diazezet war kelennadurezh [[Jezuz Nazaret]], un den a vevas er {{Iañ kantved}}, lesanvet [[Jezuz-Krist|C'hrist]] (''an eouliet''). Hervez e feizidi eo Jezuz ar [[mesiaz]], evel ma oa bet diouganet en [[Testamant Kozh]], met ivez [[Doue]] deuet war an douar da vale an dud hervez doueegezhdoueoniezh an [[Trinded|Dreinded]], evel m'eo kontet en [[Testamant Nevez]].<ref>{{en}} Woodhead, Linda (2004). ''Christianity: A Very Short Introduction''. Oxford: Oxford University Press. </ref> Hiziv ez eus tro-dro 2,4 miliard a feizidi kristen er bed a-bezh hag ar relijion vrasañ er bed eo.
 
Liesseurt kenañ eo ar Gristeniezh, a ranner dre vras etre ur skourr [[Kristeniezh ar C'hornôg|gornôg]] hag ur skourr [[Kristeniezh ar Reter|reter]], ha liesseurt kenañ ivez an dogm, diwar-benn ar salvidigezh da skouer, pe diwar-benn stumm an Iliz, perzh ar veleien hag ar [[Kristologiezh|gristologiezh]]. Dre vras e kred an holl feizidi eo Jezuz mab Doue - al ''logos'' deuet da gig - hag en doa kelennet, [[Pasion Jezuz|gouzañvet]] hag e varvas war ar groaz a-raok sevel a varv da vev evit salvidigezh Mab-den, evel m'eo kontet en [[aviel]]où (''ar c'heloù mat'') er [[Bibl]], skridoù savet gant [[Aviel Mazhev|Mazhev]], [[Aviel Mark|Mark]], [[Aviel Lukaz|Lukaz]] ha [[Aviel Yann|Yann]], a oa deskibien Jezuz, gant an [[Tanac'h]] (Testamant kozh ar [[Yuzevegezh|Yuzevien]]) evel drekleur.
 
Komañs a reas ar Gristeniezh evel ur ranngredenn eus [[Yuzevegezh an Eil Templ]] e proviñs [[Impalaeriezh roman|roman]] [[Proviñs Judea|Iudea]] er {{Iañ kantved}} met strewiñ a reas er [[Sav-Heol (Reter-Nesañ)|Sav-Heol]], en [[Anatolia]], en [[Europa]], e [[Mezopotamia]], en [[Egipt]] hag en [[Etiopia]] daoust bezañ heskinet e penn-kentañ. Daoust d'he gwriziennoù yuzev e tesachas buan [[Doujerien-Doue]] [[Jentiled|jentil]] ar pezh a gasas war-zu un disparti diouzh ar [[Yuzevegezh]] dre an doareoù d'ober, a-raok ma voe donoc'h an disparti etre an div relijion goude diskar [[Templ Jeruzalem]] ha dibaboù ar Yuzevegezh rabinek. Goude ur prantad ma voe berzet gant ar Romaned e voe aotreet gant an impalaer [[Kustentin Iañ|Kustentin]] a zeuas da gristen zoken. Hemañ a roas lañs d'ar Gristeniezh d'en em aozañ dre vodañ ar [[Sened-Iliz]] kentañ, hini [[Nikaia]] (325). Kreskiñ a reas galloud an Iliz en [[Impalaeriezh roman]] betek mont da relijion-Stad (380). Betek-mare an disivoudoù e c'heller ober [[Iliz Veur (Kristeniezh)|Iliz Veur]] eus an Iliz kentidik. Dizemglev war natur [[Jezuz-Krist]] a gasas war-zu [[Disivoud|disivoudoù]] (pe ''skism'') meur en Ilizioù ar reter ([[Sened-Iliz|Senedoù-Iliz]] [[Efesos]], 431, ha [[C'halkedon]], 451)<ref>{{en}} S. T. Kimbrough, ed. (2005). ''Orthodox and Wesleyan Scriptural understanding and practice''. St Vladimir's Seminary Press. {{ISBN|978-0-88141-301-4}}.</ref> tra ma kasas dizemglevioù war perzh [[Pab|eskob Roma]] a gasas d'ar [[Skism Kornôg-Reter]]. Goulennoù war an doueegezhdoueoniezh hag aozadur an Iliz a gasas d'an [[Disivoud protestant]] er {{XVIvet kantved}} en [[Kristeniezh ar C'hornôg|Iliz ar C'hornôg]]. Merket don e voe sevenadur ar C'hornôg gant ar Gristenelezh, kerkent hag an [[Henamzer ziwezhañ]] hag ar [[Krennamzer|Grennamzer]].<ref>{{en}} BEYER, Peter. 2006. ''Religions in Global Society''. p. 146</ref><ref>{{en}} Caltron J.H Hayas, ''Christianity and Western Civilization'' (1953), Stanford University Press</ref> Gant [[oadvezh an dizoloadennoù]] e strewas ar Gristeniezh, [[Iliz katolik roman|katolik]] pe [[Protestantiezh|protestant]], en [[Amerika]], [[Afrika]] hag [[Okeania]] dre labour ar visionerien.<ref>{{en}} Fred Kammer (1 May 2004). ''Doing Faith Justice''. Paulist Press. p. 77. {{ISBN|978-0-8091-4227-9}}. </ref>
 
Ar peder skourr vrasañ er Gristeniezh, ar [[Iliz katolik roman|Gristeniezh gatolik]] (1,3 miliard a feizidi, 50,1%), ar [[Protestantiezh|Gristeniezh brotestant]] (920 milion, 36,7%) ha [[Kristeniezh ar Reter|Kristeniezhioù reizhkredour ar Reter]] (322 milion, 11,9%),<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.pewforum.org/2011/12/19/global-christianity-traditions/|titl=Christian Traditions|oberour=Pew Ressearch Center - Religion & Public Life|deiziad=19.12.2011|lennet d'=ar 7 a viz Mae 2020}}</ref> a glask bremañ mont war-zu un unaniezh bennak ([[eukumeniezh]]). Goude m'eo digresket niver a feizidi start e chom ar Gristeniezh relijion pennañ en Europa, gant 70% eus an dud en em wel evel [[Kristenien]].<ref name ="Pew Christinanity Size">{{en}} {{Liamm web|url=https://www.pewforum.org/2011/12/19/global-christianity-exec/|titl=Global Christianity – A Report on the Size and Distribution of the World’s Christian Population|oberour=Pew Ressearch Center - Religion & Public Life|deiziad=19.12.2011|lennet d'=ar 7 a viz Mae 2020}}</ref> War-gresk ez a niver ar feizidi en [[Afrika]] hag en [[Azia]] avat.<ref name ="Pew Christinanity Size" /> Ar Gristenien eo ar strollad relijiel ar muiañ heskinet hiziv an deiz, dreist-holl er [[Reter-Nesañ]], Afrika an Norzh hag en Azia ar Reter hag ar Mervent.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.theguardian.com/world/2019/may/02/persecution-driving-christians-out-of-middle-east-report|titl=Persecution of Christians 'coming close to genocide' in Middle East – report|oberour=Patrick Wintour|embanner=The Guardian|deiziad=2.05.2019|lennet d'=ar 7 a viz Mae 2020}}</ref>
Linenn 56:
[[Paol Tars]], evel ar [[Yuzevien]] hag ar Paganed eus e amzer, a grede e teue glannded ha buhez peurbadel diwar an aberzhioù.<ref name="Eisenbaum">{{en}} Eisenbaum, Pamela (Winter 2004). "A Remedy for Having Been Born of Woman: Jesus, Gentiles, and Genealogy in Romans" (PDF). ''Journal of Biblical Literature''. 123 (4): 671–702. </ref> Hervezañ, an aberzh ret a oa bet hini Jezuz ha neuze, ar [[Jentiled]] a heulie kelenn Jezuz a oa, evel Israel, diskennidi [[Abraham]] hag "hêred dezhañ hervez ar promesa".<ref>{{en}} Wright, N.T. ''What Saint Paul Really Said: Was Paul of Tarsus the Real Founder of Christianity?'' (Oxford, 1997), p. 121.</ref> An Doue en doa savet Jezuz a varv da vev a c'hellje ober kement all gant "korfoù marvel" ar Jentiled kristen a oa deuet da vezañ, evel Israel, "bugale Doue", neuze ne oant ket ken "diwar ar c'hig".<ref name="Eisenbaum" />
 
An Ilizioù kristen modern zo deuet da brederiañ muioc'h diwar-benn an doare ma c'hell un denelezh atav leun a bec'hed bezañ savetaet eget an doare ma c'hello bezañ Yuzevien ha Jentiled bezañ e familh Doue asambles. DoueegezhDoueoniezh an [[Iliz Ortodoks]] a embann eo marv Jezuz ur rañson, gouest da adsevel an darempred ouzh Doue ha da zigeriñ dor an ''theosis'' (doueiñ), da lavaret mont d'an doare denelezh a fell da Zoue e vije an dud. Hervez ar c'helennadur [[Iliz katolik roman|gatolik]] e voe sioulaet kounnar Doue gant marv Jezuz, kounnar a oa bet savet ennañ abalamour d'ar pec'hedoù dizehan graet gant an denelezh. Kelenn ar ra an Iliz katolik n'eur ket salvet ma n'eur ket feal, ma ne vever ket diouzh priñsipoù ar garantez hag e ranker bezañ [[Badeziant|badezet]].<ref>{{la}} CCC 846; Vatikan II, Lumen Gentium 14</ref><ref>{{en}} {{Liamm web|url=http://www.justforcatholics.org/a14.htm|titl=The Catholic Church Teaches Salvation by Works|oberour=Just For Catholics|lennet d'=an 9 a viz Mae 2020}}</ref> Hervez ar [[Protestantiezh|Brotestantiezh]] eo marv Jezuz an doare da gemer lec'h an denelezh evit an digoll a zle da Zoue evit bezañ torret e lezenn voral. Tra ma soñje da [[Martin Luther]] e ranke an nen bezañ badezet evit bezañ savetaet, met al luterianed (hag protestanted all) a-vremañ a gelenn eo ar salvidigezh ur prof a zeu d'unan dre c'hras Doue, termenet a-wezhioù evel ur "c'hrad-vat nann-meritet", distag diouzh ar badeziant zoken.
 
N'emañ ket akord ar Gristenien diwar-benn pegen rak-urzhiet eo salvidigezh pep hini gant Doue. An doueegezhdoueoniezh [[Protestantiezh|Adreizhet]] a laka kalz pouez war Gras Doue o kelenn n'eo ket gouest an dud d'en em saveteiñ o-unan, tra ma n'haller ket herzel d'ar c'hras. D'ar c'hontrol, ar gatoliked, an ortodoksed ha protestanted all a gred e ranker lakaat e frankiz choaz da grediñ e Jezuz.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20100815001751/https://www.vatican.va/archive/catechism/p3s1c3a2.htm|titl=GRACE AND JUSTIFICATION|oberour=Katekiz an Iliz katolik [diell]|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref>
 
=== Trinded ===
Linenn 64:
An ''Drinded'' eo ar c'helennadurezh diwar-benn natur an Doue nemetañ,<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/10499a.htm|titl=Monotheism|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=an 11 a viz Mae 2020}}</ref> a zo ennañ teir zudenn dispartiet a genvev peurbad : an ''[[Doue an Tad|Tad]]'', ar ''[[Jezuz Nazaret|Mab]]'' (enkorfet e [[Jezuz Nazaret|Jezuz Krist]] hag ar ''[[Spered Santel]]''). Ur mennozh luziet a-walc'h hag en deus degaset kalz tabutoù an hini eo. Hervez ''Kredo Athanasos'' : "An Tad eo Doue, ar Mab eo Doue hag ar Spered Santel eo Doue, hag evelato n'eus ket tri Doue met un Doue."<ref>{{en}} Kelly, J.D.N. 1964. ''The Athanasian Creed''. A & C Black Publishers Ltd. {{ISBN|}}. 152p.</ref> Sañset int bezañ dispartiet an eil diouzh ar re all : n'eus mammenn ebet d'an Tad, savet eo ar Mab diwar an Tad hag e teu ar Spered Santel diwar an Tad. Daoust m'int dispartiet n'haller ket rannañ an teir zudenn-se, nag en e voud, nag en e oberoù. Kristenien zo avat a gred e weler an Tad kentoc'h en [[Testamant Kozh]], ar Mab en [[Testamant Nevez]] hag hiziv an deiz eo ar Spered Santel a zeu ar wel, met daoust d'an dra-se e kenveve an teir zudenn asambles d'an holl vareoù-se.<ref>{{en}} Oxford, ''Encyclopedia of Christianity'', pg1207</ref> Bez' ez eus ur gredenn evelato a lavar e oa ar Mab kentoc'h a weler en Testamant kozh kar, pa vez taolennet an Drinded en arzoù, e vez taolennet ar Mab gant e dresoù boas (da skouer pa vez taolennet [[Liorzh Eden]]), re un enkorfadenn n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh. E sarkofajoù kristen kentidik e oa bet taolennet al ''Logos'' gant ur barv, "ar pezh a leusk anezhañ d'en em ziskouez hen ma n'eo ket rak-boud".<ref>{{en}} Heidi J. Hornik and Mikeal Carl Parsons, ''Interpreting Christian Art: Reflections on Christian art'', Mercer University Press, 2003, {{ISBN|0-86554-850-1}}, pp. 32–35.</ref>
 
Un dogm kreiz eo an Drinded er Gristeniezh. [[Kristeniezh kentidik|En amzerioù kent]], a-raok [[Sened-Iliz]] Niakia (325), e veze lakaet krediñ en Doue E deir zudenn e-kreiz ar feiz. Buan a-walc'h, er [[IVe kantved]] e voe embannet gant ar Gristeniezh e oa eus "Doue en unvaniezh hag en drinded asambles"<ref>{{en}} Olson, Roger E. (2002). ''The Trinity''. Wm. B. Eerdmans Publishing. p. 15. {{ISBN|978-0-8028-4827-7}}.</ref> Hervez an dogm-se n'eo ket rannet Doue gant un dudenn o vezañ un drederenn anezhañ, met pep tudenn zo gwelet evel Doue klok. Emañ an diforc'h gant o darempredoù, savet eo ar Mab diwar an Tad, tra ma teu an Tad diwar netra, ha dont a ra ar Spered Santel diwar an Tad (hag [[filioque|ar Mab]] e doueegezhdoueoniezh Ilizoù ar C'hornôg). Ne vern an diforc'h-se eo pep tudenn peurbadel hag hollc'halloudus. Bez ez eus relijionoù kristen ne rannont ket an doare-se da welet an Drinded, evel [[Testoù Jehovah]] hag ar [[Mormonegezh|Vormonegezh]].
 
Ar ger [[gresianeg|gresianek]] ''trias'' a c'heller lenn gant ster an Drinded e labour [[Theofilius ag Antioch]] : "eus an Drinded, eus Doue, ha eus E lavar ha eus E furnez.<ref>{{grc}} Theofilus ag Antioch. "[https://archive.org/stream/PatrologiaGraeca/Patrologia%20Graeca%20Vol.%20006#page/n569/mode/2up Levr II.15]". ''Apologia ad Autolycum''. ''Patrologiae Graecae Cursus Completus'' (e gresianeg hag e latin). 6. "Ὡσαύτως καὶ αἱ τρεῖς ἡμέραι τῶν φωστήρων γεγονυῖαι τύποι εἰσὶν τῆς Τριάδος, τοῦ Θεοῦ, καὶ τοῦ Λόγου αὐτοῦ, καὶ τῆς Σοφίας αὐτοῦ."</ref> Koshoc'h eo an term gresnianek eget an term latin ''trinitas'', skrivet evit ar wezh kentañ gant ster an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel gant [[Tertullianus]].<ref>{{la}} Tertullian, "[http://www.tertullian.org/latin/de_pudicitia.htm 21]", De Pudicitia (e latin), "Nam et ipsa ecclesia proprie et principaliter ipse est spiritus, in quo est trinitas unius diuinitatis, Pater et Filius et Spiritus sanctus.".</ref> Ur c'hantved war e lerc'h e veze implijet stank an term-se.