Emsavadeg Bar-Kokhba : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Emsavadeg Bar-Kokhba''' ({{Hebraeg|מֶרֶד בַּר כּוֹכְבָא}} ''Mered Bar Kokhba'') a oa un emsavadeg yuzev eus Proviñs Judea a-enep..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Koll a reas Yehouda kalzig eus hec'h annezidi goude an emsavadeg, muioc'h eget goude ar [[Brezel yuzev-roman kentañ]]. [[Cassius Dio]] a gomz eus 580 000 Yuzev lazhet diwar an emgannoù pe diwar an naon, tra ma voe kaset kalzig ouzhpenn da sklavet. Chom a reas ar Yuzevien kreñv e lec'hioù all (Gallilea, Golan...). Koll a reas kalz ar Romaned ivez, betek ma voe distrujet ul legio a-bezh.
 
Soñjal a reer e voe klasket diverkañ liamm ar Yuzevien ouzh Yehouda dre ma voa adanvet ar proviñs [[Palestina]] ha lakaet e-barzh [[Syria Palestina]], met tabut a zo evit gouzout hag-eñ e oa pal gwir [[Hadrian]] pe ket. Difennet e voe d'ar Yuzevien chom tro-dro da [[Jeruzalem]] ha mont d'ar gêr, nemet [[Tisha B'Av|ur wezh ar bloaz]]. Ul levezon bras en doa bet an emsavadeg war ar [[Yuzevegezh]], da gentañ penn war doueegezhdoueoniezh ar [[mesiaz]] a voe tennet he stêr politikel dezhi gant ar [[rabin]]ed deuet da vezañ mirour-kenañ. Lakaet e voe an difenn politikel da zistreiñ da [[Jeruzalem]] da vezañ un difenn relijiel. Gant aon e vije distrujet ar Yuzevegezh e voe komañset da zastum tammoù eus al lezenn dre gomz gant aon e vije kollet. Unan eus darvoudoù meur a greñvaas an diforc'h etre ar [[Yuzevegezh]] hag ar[[Kristeniezh|Gristeniezh]] a voe ivez. Difennet e oa ar Gristenien mont da Jeruzalem ivez, daoust ma n'o doa ket kemeret perzh en emsavadeg.
 
[[Rummad:Istor ar Yuzevien]]