Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 85:
 
Strolladoù all (Azvented ar Seizhvet Devezh) a gred er marveliezh, ar gredenn n'eo ket divarv ene an dud ez-naturel, met e chom digoustiañs er prantad etre ar marv hag an adsavidigezh a varv da vev. Krediñ a reont ivez e vezo diverket eneoù an dud droug kentoc'h eget kastizañ anezho da vijen, ur gredenn rannet gant [[Testoù Jehovah]].
 
== Lid ==
Diouzh ar strollad e c'hell al lid bezañ ennañ ar [[badeziant]], [[sakramant an aoter]], pediñ (da skouer [[Pater Noster]]), mont da [[kofesat|gofes]], [[koñfirmasion]], ritoù tro-dro d'ar marv, an dimeziñ ha deskadurezh relijiel ar vugale. Ar brasañ eus ar relijionoù kristen zo aozet gant beleien hag e aozont ul lid reoliek asamble gant an holl feizidi ur c'horn-bro.
 
== Jezuz Nazaret ==
Linenn 92 ⟶ 95:
Hemañ a brezegenne gant kalz a furnez, a zisplege ar Skriturioù hag a baree an dud klañv e lec'h ma tremene en ur lakaat da intent e oa ar "Mesiaz", Salver Israel, ha mab da [[Doue|Zoue]] zoken. E vamm a oa anvet [[Gwerc'hez Vari|Mari]] ha hi dimezet da [[sant Jozef|Jozef]], ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant un [[ael]], Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gant [[Doue]]. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, d'ar [[25 a viz Kerzu]], e Gouel [[Nedeleg]] a verk deroù bloavezh kentañ an [[amzervezh kristen]].
 
Kristenien a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue.
 
== Kredennoù pennañ ar Gristenien ==