Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 92:
Taolennet e voe lidoù ar [[Kristeniezh kentidik|Gristeniezh kentidik]] en {{IIvet kantved}} gant [[Justin a Naplouz]] en e apologiezh d'an impalaer [[Antoninus Pius]] ha chom a ra gwir dre bras e daolennadur evit diazezoù al lid kristen modern :
::::An d'an deiz anvet Sul en em vod an holl a vev e kêrioù pe war ar maez en ul lec'h hag e lenner eñvorennoù an ebestel pe skridoù ar brofeded, kement hag o dez amzer, neuze, pa ehan al lenner, e kelenn prezidant ha broudañ a ra an dud da zezrevelliñ an oberoù mat-se. Neuze e sav an holl da bediñ ha, evel m'hor boa lavaret abretoc'h, pa echu hon fedenn, e tegaser bara ha gwin hag e prof ar prezidant pedennoù ha bennozhioù en hevelep doare, hervez penaos eo gouest, hag e asant an dud o lavaret [[Amen]] ; hag e roer da bep hini, [...] ha d'ar re ezvezant e kaser un darn dre an diakred. Hag ar re a c'hell, hag a venn, a ro ar pezh a soñj da bep hini eo mat ; hag ar pezh zo dastumet zo kemeret gant ar prezidant a sikour an emzivaded hag an intañvezed hag ar re o dez ezhomm dre ur c'hleñved pe n'eus forzh peseurt abeg, ha d'an dud estren a dremen amzer ganeomp, en ur ger e ra war-dro an holl o deus ezhomm.{{refn|group=n|{{en}} Justin a Naplouz [http://www.earlychristianwritings.com/text/justinmartyr-firstapology.html Apologiezh gentañ] §LXVII.}}
 
Evel m'eo taolennet gant Justin eo kustum ar Gristenien d'en em vodañ d'ar Sul neuze, deiz an dasorc'hidigezh, met lidoù all a c'hoarvez da vareoù all. Lenn a reer skridoù diwar an Testamantoù Kozh ha Nevez, met emañ an [[Aviel]]où e kreizig-kreiz al lid. Aozet e vez al lennadennoù-se hervez ul c'helc'h-bloaz ha diwarno e teu un tamm kentel anvet [[sarmon]]. Liesseurt eo ar pedennoù hag al lidoù a-stroll a c'hell c'hoarvezet tro-dro ha meur a stumm zo dezho - dibunet, da respont, mut, kanet - met alies e vez pedet [[Pater Noster]].
 
Diwar an diazez-se ez eus strolladoù o deus kemeret hentoù disheñvel. Alies e reer kemm etre al lid-meur - siriusoc'h, hiroc'h pe muioc'h a bouez ennañ - hag al lid-pemdez, met etre an daou stumm-se ez eus meur a zoare d'ober. Bodañ a ra [[Azvented ar Seizhvet Devezh]] d'ar Sadorn tra ma n'en em vod ket kumuniezhioù all bep sizhun. Lod eus strolladoù adreizhet a c'hell en em leuskel da heuliañ ar Spered Santel evit aozañ o fedennoù, hep heuliañ un aozadur sonn. Chom a ra ar [[Kevredigezh relijius ar Vignoned|Quackered]] mut betek m'en em santout kaset gant ar Spered Santel. A-wezhioù e tenn lidoù an [[Avielouregezh|Avielourien]] da sonadegoù-rock. E strolladoù ne vezont ket aozet tro-dro d'ur rummad beleien e vez kaset al lid gant ur ministr, ur prezegenner pe ur mesaer. Strolladoù zo n'o dez tamm heñcher ebet, pe dre choaz, pe dre redi. Ilizoù zo ne implijont nemet sonerezh ''a capella'', pe abalamour d'o c'hredennoù ([[Ilizoù ar C'hrist]]) pe dre dre o hengoun ([[Iliz Ortodok]]).
 
Hogozik holl strolladoù a lid [[sakramant an aoter]] (komunion pe ''eukharistia''), da lavaret ur seurt pred benniget. C'hoari a reer en-dro Koan diwezhañ Jezuz - diwar e c'hourc'hemenn - e koun e zoare da reiñ bara ha gwin d'e ziskibien en ur lavaret "Setu va c'horf" ha "Setu va gwad".<ref>{{en}} Ignazio Silone, ''Bread and Wine'' (1937).</ref> Lod eus an Ilizoù a vir ar gomunion en ur stad serr, da lavaret eo ne vez profet nemet d'o izili. En Iliz katolik n'eus nemet ar re n'emaint ket e stad ur pec'hed marvel a c'hell komuniañ. Ar brasañ eus an Ilizoù all kar gwelet a reont ar gomunion evel un doare da vezañ unanet ha n'eo ket pal an unaniezh. Pediñ a reont neuze an holl Gristenien da gemer perzh.
 
== Jezuz Nazaret ==