Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 99:
 
Hogozik holl strolladoù a lid [[sakramant an aoter]] (komunion pe ''eukharistia''), da lavaret ur seurt pred benniget. C'hoari a reer en-dro Koan diwezhañ Jezuz - diwar e c'hourc'hemenn - e koun e zoare da reiñ bara ha gwin d'e ziskibien en ur lavaret "Setu va c'horf" ha "Setu va gwad".<ref>{{en}} Ignazio Silone, ''Bread and Wine'' (1937).</ref> Lod eus an Ilizoù a vir ar gomunion en ur stad serr, da lavaret eo ne vez profet nemet d'o izili. En Iliz katolik n'eus nemet ar re n'emaint ket e stad ur pec'hed marvel a c'hell komuniañ. Ar brasañ eus an Ilizoù all kar gwelet a reont ar gomunion evel un doare da vezañ unanet ha n'eo ket pal an unaniezh. Pediñ a reont neuze an holl Gristenien da gemer perzh.
 
Gallout a reer sevel ul lid disheñvel evit darvoudoù ispisial, evel ur [[badeziant]] pe un [[eured]]. Da vare ar [[Kristeniezh kentidik|Gristeniezh kentidik]] e veze dispartiet ar re vadezet diouzh ar re nann-badezet en ilizoù.
 
=== Sakramantoù ===
Er gredenn hag el lid kristen eo ur ''sakramant'' ul lid lakaet e plas gant ar C'hrist a ro gras d'an nen a seven unan. Ur gevrin sakr eo, hervez an doueoniezh kristen. Dont a ra ar ger eus al [[latin]] ''sacramentum'' a oa bet implijet e plas ar ger [[gresianeg|gresianek]] evit "kevrin". N'eus ket an hevelep sell er Gristeniezh a-bezh evit lavaret peseurt lidoù zo sakramantoù ha peseurt lidoù n'int ket, ha petra a laka un akt bennak da vezañ ur sakramant.<ref name="Sakramantoù">{{en}} Cross/Livingstone. ''The Oxford Dictionary of the Christian Church''. pp. 1435ff.</ref>
 
An termenadur ledanañ a vije eo ur sakramant ur sin publik, lakaet e plas gant ar C'hrist, a zegas ur c'hras diabarzh, speredel dre ar C'hrist. An daou sakramant degemeret ar muiañ eo ar [[badeziant]] ha [[sakramant an aoter]], met degemeret eo gant ur bern Ilizoù kristen pemp sakramant all : ar [[Kouzoumenn|gouzoumenn]] (''Kristmasion'' en [[Iliz Ortodoks]]), ar [[belegiñ]], [[kofesaat]], an [[nouenn]] hag an [[Dimeziñ er Gristeniezh|dimeziñ]].<ref name="Sakramantoù" /> Holl asambles in ar Seizh Sakramant anavezet gant Ilizoù hengoun an Iliz Veur - da lavaret eo an [[Iliz katolik roman]], an [[Iliz Ortodoks]], ur bern [[Anglikaniezh|anglikaned]] ha lod eus al [[Luteriegezh|luterianed]]. An Ilizoù all a nac'h e vije kement a sakramant ha ne zegemeront nemet ar badeziant hag hini an aoter.<ref name="Sakramantoù" /> Lod all, evel al luskad [[Badezouriezh|badezour]], a gred ne zeu tamm gras ebet dre al lidoù-se, a ra "ordenañs" eus ar sakramantoù, enno badeziant ha sakramant an aoter nemetken.
 
== Jezuz Nazaret ==