Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 122:
 
E-pad ar bloaz e lakaer war wel devezhioù meur e koun darvoudoù buhez [[Jezuz Krist|Jezuz]], [[Gwerc'hez Vari|Mari]] pe ar [[Sent]]. Prantadoù-yuniñ a zo ivez, evel ar [[Koraiz|C'horaiz]]. An Ilizoù ne heuliont ket an hevelep deiziadur a lid gouelioù bras memestra, evel an [[Nedeleg]], [[Pask]] hag ar [[Pantekost]] a lid ganedigezh ha dasorc'hidigezh ar C'hrist ha diskenn ar Spered Santel war an Iliz. Luskadoù zo ne implijont ket an deiziadur lidek e mod ebet.<ref>{{en}} Hoyt Leon Hickman, Don E. Saliers, Laurence Hull Stookey, James F. White. 1986. ''Handbook of the Christian year''. Abingdon Press. {{ISBN|9780687165759}}</ref>
 
=== Arouezioù ===
[[Restr:Ephesus IchthysCrop.jpg|250px|vignette|dehou|ΙΧΘΥΣ (IKHTYS) kizellet e kêr gresian [[Efesos]]]]
Dre vras n'eo ket difennet implijet skeudennoù-kehel er Gristeniezh, daoust ma oa difennet e-touez ar [[Yuzevien kristen]] bet hag e luskadoù modern zo, o kemer harp war difenn an idoloù en [[Dek Gourc'hemenn]] evit abegiñ an difenn-se.
 
Ar [[Kroaz|groaz]] eo arouez brudetañ ar Gristenien hiziv an deiz, implijet abaoe ar penn-kentañ. Kontet eo gant Tertullian en e levr ''De Corona'' penaos e veze treset skeudenn ur groaz war tal ar feizidi. Ar [[Krusifi|grusifi]], da lavaret eo skeudenn Jezuz war e groaz, avat a oa deuet adalek ar {{Vvet kantved}} hepken.
 
E-touez arouezioù ar [[Kristeniezh kentidik|Gristenien kentidik]] e kaver an [[Ichthys]] - ar pesk - e touez ar re implijetañ, drest-holl e bezioù ar Gristenien kerkent hag an {{IIvet kantved}}.<ref name="Pesk">{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/06083a.htm|titl=Symbolism of the Fish|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=ar 16 a viz Mae 2020}}</ref> Brudet e oa abalamour d'ar ger [[gresianeg|gresianek]] evit pesk, ''ichthys'', o vezañ akronim ar frazenn ''Iesous Christos Theou Yios Soter'' (Ἰησοῦς Χριστός, Θεοῦ Υἱός, Σωτήρ) "Jezuz Krist, Mab Doue, Salver", un doare berr da embann e feiz kristen.<ref name="Pesk" />
 
Arouezioù kristen all zo ar [[C'hi-Rho]], ar [[Koulm|goulm]] (arouez ar Spered Santel), oan an aberzh (a zo arouez aberzh ar C'hrist), ar [[gwin]] (arouez an darempred etre ar C'hrist hag ar Gristenien). Tennet int holl diwar an [[Testamant Nevez]].<ref>{{en}} Dilasser, Maurice. 1999. ''The Symbols of the Church''. Liturgical Press. {{ISBN|978-0814625385}} 168p.</ref>
 
== Jezuz Nazaret ==