Eben : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Eben'''<ref name="Eben" /> zo ur strollad sonerezh brezhonek bet krouet e 2019 diwar ur grouidigezh kinniget e 2018 da vare Gouel etrekeltiek an Oriant.<ref..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Mae 2020 da 12:01

Eben[1] zo ur strollad sonerezh brezhonek bet krouet e 2019 diwar ur grouidigezh kinniget e 2018 da vare Gouel etrekeltiek an Oriant.[2] Ennañ ez eus teir c'hannerezh a azasa kanaouennoù hengounel pe a skriv kanaouennoù er stil-se, a-gevred gant tri soner. Ur strollad kan-ha-diskan eo eta.

Goude ur sonadeg gentañ dindan stumm New Leurenn ("Leurenn nevez") o doa kinniget o albom kentañ evit ar gouel Yaouank e 2019. Diwar intrudu Gouel Etrekeltiek an Oriant o doa sonet asambles gant ar strollad skosat Sian, ur strollad heñvel gant teir c'hanerez gouezelek a-grevred gant sonerien.[2]

Izili

Albom

E 2019 e oa bet embannet un albom, ennañ dek ton da zañsal[3] :

  1. Paskoù hir ar c'hemener Polka plinn
  2. An disput Ton simpl gavotenn
  3. Ar yarig Tamm kreiz
  4. Gwerz ar Maen Ton doubl gavotenn
  5. Son an ibil gwer Rond Landeda
  6. N'eo ket n'ho ti tavarnourez Kas a barh
  7. Keben Ton kentañ plinn
  8. War sujed an dimeziñ Bal plinn
  9. Degemer mat er Republik Ton diwezhañ plinn
  10. Ar Vretonez vihan Kost ar c'hoad

En o zouez e gaver tonioù skrivet a-ratozh, evel "Keben", un doare da adkontañ istor ar sorserez enebet ouzh Sant Ronan diouzh he sell dezhi, gant un tu benelour kentoc'h. "Degemer mat er Republik" zo ur grouadenn all diwar-benn talvoudegezh Republik Frañs ha penaos e vezont lakaet da dalvezet evit gwir, dreist-holl e-keñver ar repuidi.

Liammoù diavaez

Daveoù

  1. 1,0 ha1,1 Pajenn degemer Eben, Eben. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Pajenn Eben, Gouel Etregeltiek an Oriant. Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020
  3. (fr) CD Eben, Coop Breizh. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020