Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 43:
Hervez [[Avieloù]] [[Aviel Mazhev|Mazhev]] ha [[Aviel Lukaz|Lukaz]] e oa bet ganet Jezuz diwar ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] goude bezañ koñsevet gant ar [[Spered Santel]]. N'eus ket kalz a chom eus bugaleaj Jezuz er pevar Aviel kanon, daoust ma oa bet forzhig a fals-avieloù a gonte darvoudoù e vugaleaj en [[Henamzer]]. Muioc'h a draoù a oa bet kontet diwar-benn e oad-gour, dreist-holl e [[Pasion Jezuz|sizhunvezh ziwezhañ]], dre ma voe gwelet evel darvoudoù pouezus-kenañ.
 
==== Marv hag adsavidigezhdasorc'hidigezh ====
[[Restr:Cristo crucificado.jpg|200px|vignette|dehou|Krist war e groaz, taolennet gant [[Diego Velázquez]] e [[1632]]]]
Hervez ar Gristenien eo adsavidigezh Jezuz diazez o feiz{{refn|group=n|Lenn [[Lizher kentañ d'ar Gorintidi]], pennad 15.}} hag an darvoud pouezusañ en istor<ref>{{en}} Hanegraaff, Hank. 2008. ''Resurrection: The Capstone in the Arch of Christianity.'' Thomas Nelson Publishers. {{ISBN|978-0849942952}}. 320p</ref> E-touez o c'hredennoù, marv hag adsavidigezh Jezuz zo daou zarvoud-kreiz a zo diaezet hogozik holl zoueegezh kristen warno.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20070901153606/http://dlibrary.acu.edu.au/research/theology/Walsh.htm|titl=The Significance of the Death and Resurrection of Jesus for the Christian|oberour=Judith Walsh|embanner=Australian Catholic University National [diell]|lennet d'=an 9 a viz Mae 2020}}</ref> Hervez an [[Testamant Nevez]] e voe kroazstaget Jezuz, marvet diwar ur marv fizik, douaret en ur vez hag e savas diwar ar re varv tri devezh goude.