Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 119:
 
=== Badeziant ===
Un ober lidek eo ar [[badeziant]] m'eo degemeret an nen evel ezel an Iliz dre ziskenn dour warnañ. Meur a zoare d'ober a zo diouzh e peseurt Iliz eur ezel. An diforc'h kentañ a gaver en talvoudegezh speredel pe ket. Ilizoù zo (Ilizoù katolik, reizhkredour, luterianed hag anglikaned) a embann dogm an eil buhez, da lavaret eo kreñvaet pe krouet feiz an hini badezet, hag ul liamm kreñv zo ouzh ar salvidigezh. Luskadoù all ne welont er badeziant un ober aroueziek nemetken, un doare da embann d'ar gumuniezh kemm personel an nen, hep levezon speredel. Da c'houde ez eus diforc'hioù etre ar sell war an doare d'ober. Unan eus an doareoù-se eo ar ''gourdourañ'', ha ma vez graet penn da benn ''beuzerezh'' ; dre ''skuilh dour'' ; ha dre ''sparvadur''. Er fin ez eus diforc'hioù e-keñver an oad. Ar re a bled gant ar gourdourañ a vadez tud gour nemetken, lod anezho bugale ha babigoù zoken. An holl [[Iliz Ortodoks|Ilizoù reizhkredour]] a vadez babigoù ha bugale yaouank, dre ''veuzerezh'' graet teir gwezh en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20140930002357/http://www.greekorthodox.org.au/general/faq/faqbaptism|titl=Baptism|oberour=Iliz reizhkredour gresian en Aostralia|lennet d'=an 19 a viz Mae 2020}}</ref> Badezet e vez bugale gant an [[Iliz katolik roman]] ivez,<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.vatican.va/archive/ccc_css/archive/catechism/p2s2c1a1.htm#1240|titl=Katekiz #403 #1231 #1233 #1250 #1252|oberour=[[Iliz katolik roman]]|lennet d'=an 19 a viz Mae 2020}}</ref> kentoc'h dre skuilhskuilhañ dour ha dre formulenn an Drinded.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.vatican.va/archive/ccc_css/archive/catechism/p2s2c1a1.htm#1240|titl=Katekiz #1240|oberour=[[Iliz katolik roman]]|lennet d'=an 19 a viz Mae 2020}}</ref>
 
=== Pediñ ===
Kentel Jezuz diwar-benn pediñ en e [[Sarmon ar Menez]] a ziskouez ne oa ket interest gant neuz diavaez ar pedadennoù. Bezañ prederiet gant teknikoù ar pediñ zo un dra pagan hervezañ ha broudañ a ra kaout fiziañ e madelezh tadel Doue.<sup>[[Aviel Mazhev|Mazhev]] 6:5 - 15</sup> Lakaet ez eus bet pouez e darnoù all an [[Testamant Nevez]] war ar frankiz-se da dizhet Doue.<sup>[[Lizher d'ar Filipidi|Fil]] 4:6</sup> <sup>[[Lizher da Jakez|Jakez]] 5:13-19</sup> Kredenn ar Gristeniezh eo ez eus un darempred dibar etre pep kredour ha Doue dre darbod ar Spered Santel.<ref>{{en}} Alexander, T.D.; Rosner, B.S, eds. (2001). "Prayer". ''New Dictionary of Biblical Theology''. Downers Grove, IL: Intervarsity Press.</ref>
 
=== Deiziadur lidek ===