Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 123:
=== Pediñ ===
{{Boest bomm|width = 30%|align = right|quotetext=...'Evel-henn eta e pedoc’h : « Hon Tad hag a zo en Neñv, Hoc’h Anv bezet santelaet. Ho Rouantelezh deuet deomp. Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. Pardonit deomp hor mankoù evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. N’hor c’hasit ket e tentadur, met hon diwallit diouzh an Droug.' »|source= — Ar [[Pater Noster]] hervez [[Aviel Mazhev|Mazhev]] 6:9-13{{refn|group=n|[[Pêr Guichou]], ''[[An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver]]'', Landerne, [[Ti embann Minihi Levenez]], 2002, p. 21.}}}}
Kentel Jezuz diwar-benn pediñ en e [[Sarmon ar Menez]] a ziskouez ne oa ket interest gant neuz diavaez ar pedadennoù. Bezañ prederiet gant teknikoù ar pediñ zo un dra pagan hervezañ ha broudañ a ra kaout fiziañ e madelezh tadel Doue.<sup>{{refn|group=n|[[Aviel Mazhev|Mazhev]] 6:5 - 15</sup>}} Lakaet ez eus bet pouez e darnoù all an [[Testamant Nevez]] war ar frankiz-se da dizhet Doue.<sup>{{refn|group=n|[[Lizher d'ar Filipidi|Fil]] 4:6</sup>}} <sup>{{refn|group=n|[[Lizher da Jakez|Jakez]] 5:13-19</sup>}} Kredenn ar Gristeniezh eo ez eus un darempred dibar etre pep kredour ha Doue dre darbod ar Spered Santel.<ref name="Prayer">{{en}} Alexander, T.D.; Rosner, B.S, eds. (2001). "Prayer". ''New Dictionary of Biblical Theology''. Downers Grove, IL: Intervarsity Press.</ref>
 
En hengoun kristen modernoc'h e vez lakaet pouez war jestroù zo, da skouer war jestroù bet sevenet er [[Krennamzer|Grennamzer]] evel an daoulinañ pe ober [[Sin ar Groaz]]. Gallout a ra ar jestroù-se mont pelloc'h en izelaat ar c'horf en hengounioù startoc'h. Peurvuiañ avat, en hengoun ar C'hornôg, e lakaer an daouarn asambles, palv ouzh palv, ur jestr a zeu diwar lid feodek ar c'homañd. Un doare all eo stumm an [[oran]], palvioù war an diavaez, an divrec'h digor.
 
Ur bedenn-zarbod zo ur bedenn graet e-lec'h pe evit unan bennak all. Meur a bedenn a stumm-se zo bet treuzskrivet er [[Bibl]], en o zouez pedenn an [[Ebestel|Abostol]] [[Pêr (abostol)|Pêr]] evit ar re glañv{{refn|group=n|[[Oberoù an Ebestel|Ober.]] 9:40}} hag en [[Testamant Kozh]] pedennoù [[profeded]] evit tud all.{{refn|group=n|[[Kentañ Levr ar Rouaned|RI]] 17:19-22}} El [[Lizher Sant Jakez]] n'eus graet kemm ebet etre pedenn ur feizad bennak hag ur bedenn digant ar profed meur [[Elia]].{{refn|group=n|[[Lizher Sant Jakez|Jakez]] 5:16-18}} Efedusted ar bedenn gristen zo diouzh galloud ha bolontez Doue kentoc'h eget statud an hini a bed.<ref name="Prayer" />
 
Gant an Hen-iliz, eus hengoun ar Reter kenkoulz hag hini ar C'hornôg, e oa bet kemeret ar boaz da bediñ evit darbod ar [[Sant|Sent]], ar pezh a zo gwir atav er [[Iliz katolik roman|Gristeniezh gatolik]], [[Iliz Ortodoks|reizhkredour]] hag en ilizoù [[Anglikaniezh|anglikan]] zo. Nac'het eo bet seurt emzalc'h gant Ilizoù ar [[Protestantiezh|Brotestantiezh]] evit goulenn darbod ar C'hrist nemetken.<ref>{{en}} Ferguson, S.B. & Packer, J. (1988). "Saints". ''New Dictionary of Theology''. Downers Grove, IL: Intervarsity Press.</ref>
 
=== Deiziadur lidek ===