Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 145:
 
Arouezioù kristen all zo ar [[C'hi-Rho]], ar [[Koulm|goulm]] (arouez ar Spered Santel), oan an aberzh (a zo arouez aberzh ar C'hrist), ar [[gwin]] (arouez an darempred etre ar C'hrist hag ar Gristenien). Tennet int holl diwar an [[Testamant Nevez]].<ref>{{en}} Dilasser, Maurice. 1999. ''The Symbols of the Church''. Liturgical Press. {{ISBN|978-0814625385}} 168p.</ref>
 
== Skridoù ==
{{Pennad pennañ|Bibl|Tanac'h}}
Ar Gristeniezh, evel ar [[Yuzevegezh]] hag an [[Islam]], zo ur relijion diazezet war lavar Doue diskuliet d'an denelezh ha lakaet dre skrid dindan stumm ar [[Bibl]], ennañ an [[Testamant Kozh]] hag an [[Testamant Nevez]], met meur a zoare zo da welet ha da zisklêriañ an destenn. Dre vras e lavarer en doa labouret Doue dre sikour tud evit produiñ ar pezh a felle Dezhañ kas.
 
Lod a embann eo difazi ar Bibl en e bezh tra ma lavar lod all e oa difazi en e zornlevrioù orin. Luskadoù all a embann n'eo difazi ur skouerenn bennak nemetken, evel [[Stumm Roue Jakez]] ar Bibl.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20100909213651/https://www.vatican.va/archive/catechism/p1s1c2a3.htm|titl=Katetikiz|oberour=[[Iliz katolik roman]] [diell]|lennet d'=ar 21{{añ}} a viz Mae 2020}}</ref> Ur sell tost a lavar eo difazi ar Bibl war ar salvidigezh met e c'hell faziañ war an istor, an douaroniezh pe ar skiantoù.
 
Levrioù ar Bibl degemeret gant ar Reizhkredourien, ar Gatoliked pe ar Brotestanted a c'hell cheñch a skourr da skourr, met diazezet int holl war levrioù Bibl ar Yuzevien ([[Tanac'h]]) hag evit an darn kristen da vat eo degemeret an hevelep levrioù dre vras, goude meur a [[Sened-Iliz|ziviz]] war peseurt skridoù degemer. An hengoun reizhkredour ha katolik a zegemer ouzhpenn d'an [[Tanac'h]] al [[lebvrioù eilkanonel]] en [[Testamant Kozh]].
 
== Jezuz Nazaret ==