Emgann Maida : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
 
==Istor==
E beg ar bloaz 1806 e voe aloubet [[Rouantelezh Naplez]] gant an arme c'hall an impalaer gall [[Napoleone Buonaparte]]. Trec'het e voe arme Naplez een [[emgann Campo Tenese]] d'an 9 a viz Meurzh, ma rankas ar roue [[Ferdinando Iañ an Div Sikilia]], a gemere perzh en [[Trede Kenunaniezh]], skampañ kuit gant e c'houarnamant da [[Sikilia]], ma voe gwarezet gant ar morlu saoz. Neuze e voe anvet [[Giuseppe buonaparte]], breur Napoleone da roue. <br>
 
A-benn miz Gouhere 1806 ne stourme ken ouzh ar C'hallaoued nemet [[Calabria]] ha porzh [[Gaeta]], a voe lakaet seziz warnañ gant ar marichal gall [[André Maséna]].
 
En em sevel a reas pobl [[Calabria]] a-enep an alouberien c'hall ha dilestrañ a reas arme John Stuart da glask tennañ gounid eus ar bec'h lakaet war ar C'hallaoued. E-lec'h harpañ difennerien ar porzh e kavas gwell ar Saozon mont da harpañ emsaverien Calabria evit mirout ouzh aloubadeg Sikilia.
 
Prestik goude en em gavas an div arme tal ouzh-tal, hag emgann a voe d'ar 4 a viz Gouhere 1806. Trec'h e voe ar Saozon.