Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[Restr:Bundesarchiv Bild 183-2005-1017-525, Dr. Ferdinand Porsche.jpg|thumb|180px|Ferdinand Porsche]]
 
Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo ar '''Porsche 911''', un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e [[FrankfürtFrankfurt]] e miz Gwengolo [[1963]], da vare [[Saloñs ar C’hirri-tan]]. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit-all ma vez. Ken alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm [[Ferry Porsche]] hag e hini e vab [[Ferdinand Alexander Porsche|Ferdinand Alexander]], « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur mennozh ijinet gant ar c'helenner brudet [[Ferdinand Porsche]], tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar [[Volkswagen]] ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e [[Bro-Alamagn]] abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e [[Mec'hiko]] hag e [[Brazil]], ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).
 
== Ar bloavezhioù kentañ ==