Nikolay Karamzin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Nikolay Karamzin by Alexey Venezianov (1828, National Pushkin Museum).jpg|thumb|Poltred Nikolay Karamzin gant [[Aleksey Venezianov]].]]
'''Nikolay Mic'hailovitch Karamzin''' (Николай Михайлович Карамзин e rusianeg), ganet d’an [[12 a viz Kerzu]] [[1766]] e proviñs [[Oulyanovsk|Simbirsk]] ha marvet d’an [[3 a viz Mezheven]] [[1826]] e [[Sant-Petersbourg]], a oa ur skrivagner, barzh, troer hag istorour eus [[Rusia]]. E oberenn anavezetañ eo ''"Istor ar Stad Rusian"'', e daouzek levrenn.
 
Ofiser en arme an tsar e oa e dad ha Tatared eus Krimea e oa e hendadoù. Kaset e voe Nikolay d’ober e studi da Voskov, gant ur c’helenner alamanek eus Suis. Goude ez eas da Sant-Petersbourg. Eno en em lakaas da dreiñ e rusianeg oberennoù gant skrivagnerien estren. Goude distreiñ da Simbirsk ez eas da Voskov en-dro.
Linenn 10:
Dispredet eo an ''“Istor ar Stad Rusian”''-se bremañ, met kendelc’her a reer da lenn meur a hini all eus oberennoù Karamzin hiziv. Ouzhpenn e skridoù komz-plaen ha barzhoniezh, e savas troidigezhioù diwar meur a yezh. Unan eus e droidigezhioù anavezetañ eo ''Shakuntala'', tennet eus al lennegezh [[sañskritek]] klasel ha savet gant [[Kālidāsa]].
 
[[Restr:Monument Karamzin.jpg|thumb|DelwennBolz Karamzinen enor da Garamzin e kêr [[Oulyanovsk]] (Simbirsk)]]
Evel ezel eus akademiezh Sant-Petersbourg, adalek [[1818]], Karamzin a reas kalz evit degas kemmoù d’ar rusianeg ha pellaat diouzh ar slavoneg kozh. Gantañ e teuas nevezc’herioù war-wel, gerioù hag a zo tremenet er yezh pemdeziek abaoe. Gantañ ivez e voe ledet an implij eus al lizherenn ''"[[Ё|ë]]"'' hag a oad krog da implijout e rusianeg e dibenn an {{XVIIIvet kantved}} evit ar soniad [jo].