Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
| Bro = {{Aostria}}
| Deiziadoù = {{Deiziad|22|C'hwevrer|1949}}
{{Deiziad|20|Mae|2019}}
| Skipailhoù = [[Restr:Flag of England.svg|20px]] [[March Engineering|March]] (1971-1972)
[[Restr:Flag of England.svg|20px]] [[British Racing Motors|BRM]] (1973)
[[Restr:Flag of Italy.svg|20px]] [[Scuderia Ferrari|Ferrari]] (1974-1977)
[[Restr:Flag of the United Kingdom.svg|20px]] [[Brabham]] (1978-1979)
[[Restr:Flag of England.svg|20px]] [[McLaren Racing|McLaren]]
| PB = 177 (171 disparti)
| Trec'hioù = 25
Linenn 11:
| Bloavezhioù an titloù = [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1975|1975]], [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1977|1977]], [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1984|1984]]

[[File:LaudaNiki19760731Ferrari312T2.jpg|thumb|200px|Niki Lauda e-pad esaeoù dieub Priz Bras Alamagn [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|1976]] e [[Nürburgring]].]]
'''Andreas Nikolas Lauda''' pe '''Niki Lauda''' (bet ganet e [[22 C'hwevrer]] [[1949]] – [[20 Mae]] [[2019]]) a zo ur blenier [[Formulenn 1]] [[Aostria|aostrian]] a rede etre [[1971]] ha [[1979]], hag adarre etre [[1982]] ha [[1985]]. Aet ar maout gantañ teir gwech, e [[1975]], [[1977]] hag e [[1984]]. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e [[Nürburgring]] en [[Alamagn]] e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e [[2013]] gant [[Ron Howard]] diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, [[Rush (film, 2013)|Rush]].

Linenn 26 ⟶ 25:
[[Restr:Niki Lauda Ferrari 312T JPGP S 75 2.jpg|thumb|kleiz|Niki Lauda o vleniañ e [[Scuderia Ferrari|Ferrari]] 312T e [[1975]].]] O adkemer nerzh goude bloavezhioù diaes a oa ar Scuderia, dinan beli Enzo Ferrari hag e letanant [[Luca di Montezemolo]]. Lauda a dap eil plas e redadeg kentañ gant Ferrari, ha trec'hiñ a ra tri redadeg goude, an trec'h kentañ evit Ferrari abaoe [[1972]]. Graet en deus 6 plas pol e-kerzh ar bloavezh met ur mesk etre mank a skiant-prenet ha kudennoù gant ar mekanik ne gas nemet un trec'h ouzhpenn. Echuiñ a ra 4{{e}} e renkadur ar vlenierien, ha souezhet en deus bed ar Formulenn 1 gant e gevezusted hag e labour evit gwellaat ar c'harr.
Ne grog ket mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1975|1975]] evit Lauda, goude pevar redadeg e zisoc'h gwellañ n'eo nemet ur pempvet plas met pa zegouezh ar Ferrari nevez, ar F312T e c'hounez pevar eus ar pemp redadeg war-lerc'h. Gounit a ra ar gevezadeg gant un trede plas en [[Italia]] pa c'hounez e genskipailher [[Clay Regazzoni]], o reiñ titl ar saverien da [[Scuderia Ferrari|Ferrari]]. Gounit a ra Lauda ur redadeg ouzhpenn a-raok fin ar gevezadeg, er [[Stadoù-Unanet]]. Ar bloavezh-se e tizh Lauda barenn ar seizh munutenn er [[Nürburgring|Nordschleiffe]]. Daoust ma c'hounez kalz n'eo ket a-bouez ruz evitañ : reiñ a ra e drofeoù d'e garrdi evit paeañ kempenn e garr.

[[File:LaudaNiki19760731Ferrari312T2.jpg|thumb|200px|Niki Lauda e-pad esaeoù dieub Priz Bras Alamagn [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|1976]] e [[Nürburgring]].]]

Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|war-lerc'h]] daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h [[Luca di Montezemolo|di Montezemolo]], [[Daniel Audetto]]. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ [[Jody Scheckter]] war [[Tyrrell Racing|ar Tyrrell c'hwec'h-rod]] ha [[James Hunt]] war [[McLaren Racing|McLaren]]. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer [[Jack Brabham]] e [[1959]] ha [[1960]]. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.