Diforc'hioù etre adstummoù "Karaegezh"

Kemm ebet er vent ,  3 miz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
P'o deus da zisklêriañ an Torah e striv ar Garaed evit chom an tostañ ma c'hellont da ster splann an destenn. N'eo ket dre ret an dalvoudegezh ger-ha-ger, met klask a reont tostaat d'ar pezh a vije bet komprenet gant an Israelited pa voe diskuliet dezho an [[Torah]]. Tra ma chom stag ar Yuzevegezh rabinek ouzh divizoù ar [[Sanhedrin]] evel m'int enrollet en [[Mishnah]] evit disklêriañ an Torah e sell ar Garaed ouzh kement disklêriadenn er memes doare, n'eus forzh peseurt orin a zo dezhi, ha broudañ a reont kement yuzev a zo da lenn ha da studiañ an Torah evit ober o soñj dezho war ar pezh zo goulennet ober. Da lavaret eo e c'hellont degemer arguzennoù an Talmud, hep lakaat anezho dreist pep tra.
 
Hervez [[Mordekai ben Nissan]] e c'heller kavout gwrizienngwrizioù ar Garaegezh en ur strollad anvet ''Benei Ṣedeq'' a veve da vare an [[Templ Jeruzalem|Eil Templ]]. Tabut zo bet etre an istorourien evit gouzout hag-eñ e oa ul liamm ouzh strollad ar [[Sadukeed]], o doa soñjoù heñvel a-walc'h, pe hag-eñ eo ar Garaegezh ur strollad nevez gant soñjoù heñvel. Eus [[Bagdad]] etre ar [[VIIvet kantved|VII{{vet}}]] hag an {{IXvet kantved}} e vije al luskad hervez ar Yuzevegezh rabinek, met enklaskourien arab o doa kavet roudoù anezho en [[Egipt]] en hanterenn gentañ ar {{VIIvet kantved}} dre skridoù barnerezh graet gant ar gouarnour islamek kentañ a urzhias d'ar Yuzevien rabinek chom hep lakaat o fri en aferioù ar Garaed, dreist-holl evit pezh a sell ouzh ar gouelioù.
 
[[Rummad:Luskadoù relijiel yuzev]]
70 505

modifications