Emsavadeg Bar-Kokhba : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Emsavadeg Bar-Kokhba''' ({{Hebraeg|מֶרֶד בַּר כּוֹכְבָא}} ''Mered Bar Kokhba'') a oa un [[emsavadeg]] [[Yuzevien|yuzev]] eus [[Proviñs Judea]] a-enep an [[Impalaeriezh roman]], en he fenngant [[Simon Bar-Kokhba]] en he fenn. C'hoarvezethoarvezout a reas ar stourmoù etre [[132]] ha [[136]] eus hon mare. Anvet eo ivez an '''Trede brezel yuzev-roman''', hag an hini diwezhañ eus an tri brezel e oa. Lod eus an istorourien a ra '''Eil Emsavadeg Yehouda''' eus ar brezel-se, dre ma oa c'hoarvezet [[Brezel Kitos]] (115-117) er-maez eus [[YehoudaJudea]] dre vras.
 
Tarzhañ a reas an emsavadeg diwar kudennoù relijiel ha politikel ne oant ket bet renket goude ar [[Brezel yuzev-roman kentañ]] (66-73). Bezañs arme Roma er vro, cheñchamantoù er vuhez melestradurelvelestradurel hag ekonomikel, disoc'hoù brezel Kitos a voe abegoù all eus d'an emsavadeg. Abeg an darzhadenn avat ae voe diviz an impalaer [[Hadrian]] da sevel ur gêr nevez, [[Aelia Capitolina]], war rivinoù [[Jeruzalem]] ha sevel un templ evit [[Yaou (doue)|Yaou]] war [[Menez an Templ]], e-lec'h ma oa bet savet [[Templ Jeruzalem]] gwezhall, lec'h sakrañ ar [[Yuzevegezh]]. [[Lennegezh ar rabined]] ha [[Tadoù an Iliz]] o doa lakaet pouez war perzh ar gouarnour [[Quintus Tineius Rufus (koñsul)|Rufus]] evit bezañ abeg an emsavadeg.
 
Astenn a reas buan an emsavadeg e 132 e kreiz YehoudaJudea betek troc'hañ arme roman Aelia Capitolina eus ar peurrest eus an arme. Mont a reas ar gouarnour Rufus diwar-wel en dielloù d'arer bloaz-se, erlec'hiet gant ar galloud roman pe lazhet en emsavadeg. Daoust ma voe kaset armeoù niverusoc'h eus ar proviñsoù tro-dro e voe savet ur Stad dizalc'h gant an emsaverien e proviñs YehoudaJudea e-pad daou vloaz, gant [[Simon Bar-Kohba]] en he fenn gant an titl ''Nasi'' ("priñs"). Gwelet e voe neuze evel ar [[mesiaz]] a oa sañset lakaat ar Yuzevien da vezañ dizalc'h adarre. Aloubet e voe YehoudaJudea adarre e [[134]] gant diviz an impalaer [[Hadrian]] da gas un arme niverus dindan beli ar jeneral [[Sextus Julius Severus]]. Distrujet e voe an emsavadeg buan.
 
Koll a reas YehoudaJudea kalzig eus hec'h annezidi goude an emsavadeg, muioc'h eget goude ar [[Brezel yuzev-roman kentañ]]. [[Cassius Dio]] a gomz eus 580 000 Yuzev lazhet diwar an emgannoù pe diwar an naon, tra ma voe kaset kalzig ouzhpenn da sklavetsklaved. Chom a reas kreñv ar Yuzevien kreñv e lec'hioù all (GallileaGalilea, Golan...). Koll a reas kalz ar Romaned ivez, betek ma voe distrujet ul legiolejion a-bezh.
 
Soñjal a reer e voe klasket diverkañ liamm ar Yuzevien ouzh YehoudaJudea dre ma voa adanvet ar proviñs [[Palestina]] ha lakaet e-barzh [[Syria Palestina]], met tabut a zo evit gouzout hag-eñ e oa pal gwir [[Hadrian]] pe ket. Difennet e voe d'ar Yuzevien chom tro-dro da [[Jeruzalem]] ha mont d'ar gêr, nemet [[Tisha B'Av|ur wezh ar bloaz]]. Ul levezon bras en doa bet an emsavadeg war ar [[Yuzevegezh]], da gentañ penn war doueoniezh ar [[mesiaz]] a voe tennet he stêr politikel dezhi gant ar [[rabin]]ed deuet da vezañ mirour-kenañ. Lakaet e voe an difenn politikel da zistreiñ da [[Jeruzalem]] da vezañ un difenn relijiel. Gant aon e vije distrujet ar Yuzevegezh e voe komañset da zastum tammoù eus al lezenn dre gomz gant aon e vije kollet. Unan eus an darvoudoù meur a greñvaas an diforc'h etre ar [[Yuzevegezh]] hag ar[[Kristeniezh|Gristeniezh]] a voe ivez. Difennet e oa ouzh ar Gristenien mont da Jeruzalem ivez, daoust ma n'o doa ket kemeret perzh en emsavadeg.
 
[[Rummad:Istor ar Yuzevien]]