Gwreg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''wreg''' zo un [[den]], deuet d'he ment, dezhi reizh [[par]]ezed ar [[gwaz|wazed]], hag en oad da zougen bugale. Gwragez a vez lavaret el liester.
Komzet e vez eus ''gwragez ha [[merc'h]]ed yaouank''.
Peurvuiañ e reer an anv gwreg eus ur [[plac'h]] pe ur [[maouez|vaouez]] dimezet.
==Istor==
Buhez ur plac'h en Europa ar c'hornôg, a-raok hon amzer, a oa mont da wreg ha da vamm, da lavarout eo dimeziñ, rak an holl draoù-se a yae a-unan. An hini na zimeze ket a chome da vatezh gant he zad, pe a yae d'ar gouent er broioù katolik. Darn a yae da vitizhien da di tud pinvidikoc'h. Un nebeudig a yae da c'histi er c'hêrioù.
 
En Europa ar grennamzer, ha betek kreiz an ugentved kantved, ne veze ket dimezet an dud dre garantez, goude ma oa ar pep gwellañ hervez al lennegezh. Aozet e veze an dimezioù gant an [[tad]]où, pe an [[ozhac'h|ezhec'h]]. Ret e oa d'ar wreg bout [[gwerc'h]]. [[Argouroù]] a veze roet gant tad ar wreg d'he [[gwaz]].
==Gwreg ha maouez==
Ar wreg a chome er gêr d'ober war-dro an ti, da sevel ar vugale. Ar merc'hed ne vezent ket skoliet nemeur, pa vezent.
 
==Kemmoù==
En XXvet kantved ez eus c'hoarvezet kemm bras e buhez ar merc'hed en Europa.
*en deskadurezh
*el labour
*er vuhez reizhel
E kevredigezhioù zo n'eo ket aet ar c'hemm ken buan, dreist-holl war ar maez en Europa ar reter. Disheñvel eo c'hoazh stad an traoù en Afrika pe er broioù muzulman.
 
==Yezh==
===Gwreg ha maouez===
Heñvel ster e vez '''gwreg''' ha [[maouez]] a-wechoù:
*pa reont meneg eus ur barez, ha netra ken,
Linenn 11 ⟶ 26:
*ur ''wreg-vor'', a dle bezañ yaouankoc'h he dremm eget ur [[gwrac'h|wrac'h-vor]]
 
===Gwreg ha pried===
Peurvuiañ hiriv e talv '''gwreg''' kement ha ''maouez dimezet''. Komzet e vez eus ''gwreg un den'', hag enebet e vez ouzh ar ger [[gwaz]] neuze, pe ouzh ar ger [[ozhac'h]].
 
Linenn 17 ⟶ 32:
*''Kemer unan bennak da wreg'' a zo dimeziñ ganti.
*Ur ''wreg-nevez'' zo ur plac'h nevez euredet.
*Ur ''wreg-pried'', a zo ur wreg dimezet ervarervat
*''Gwreg-kleiz'' un den avat zo ur vaouez hag a vev gantañ ha n'eo ket an hini zo dimezet gantañ.
 
 
==Gerioù deveret==