Lec'hanvadurezh Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Astenn istorel
Linenn 1:
N'eo ket bet studiet a-zevri '''Lec’hanvadurezh Breizh''' araok an {{XIXvet kantved}} pa oa roet lañs d'ar studioù keltiek e Bro-C'hall.Dre ma zo bet muioc'h a skolveuridi hag a emzeskidi war an dachenn ez eus bet dastumet rolloù ha diazoù-stlenn o enderc'hel muioc'h- muiañ a elfennoù.
 
== Kentañ studioù war lec'hanvadurezh Breizh ==
[[Henri d'Arbois de Jubainville]] a zo bet anvet kelenner d'ar Skolaj Bro-C'hall hag entitled ar gador-kelenn war ar studioù keltiek e 1882. Studiet en deus al lec'hanvioù keltiek e Bro-C'hall<ref>H. d'Arbois de Jubainville, Recherches sur l'origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, avec la collaboration de [[Georges Dottin]], Paris, 1890</ref>. E 1910, e warlec'hiad er Skolaj a oe [[Joseph Loth]], hag eñ brezhoneger ha gouiziek war ar yezhoù keltiek all. Troet muioc'h war-zu Breizh e bledas gant lec'hanvadurezh ar vroo, koulz hag e genvreur, [[Georges Dottin]].<br>
[[Meven Mordiern]] en doa bet tu da sklaeraat lec'hanioù, met e kave dezhañ e oa "risklus … studiadenn an anviou-lec'h" paneve graet gant ur yezhour<ref>Skrivet da dThéophile Jeusset e 1930, s. o. [[SAV (kelaouenn|SAV]], n° 28, 1943, p. 76.</ref>.
 
== Sell hollek war lec'hanvadurezh Breizh ==
 
Anvioù-lec’h Breizh, pe ul lodenn vras anezho, zo anvioù [[brezhonek]], dreist-holl e kornôg ar vro. Met roudoù a gaver ivez en hol lec’hanvadur eus yezhoù all. Anvioù zo a seblant bezañ koshoc’h eget ar brezhoneg : [[keltiek]] pe [[indezeuropek]] int, pe rak-indezeuropek zoken a-wechoù. Lod all n’int ket koshoc’h eget an anvioù brezhonek : [[gallek]] pe [[yezhoù romanek|romanek]] int. Evel ma c’hoarvez en holl vroioù ez eus bet meur a levezon a-hed istor Breizh, ha meur a wiskad lec’hanvioù a gaver war hor c’hartennoù.
 
Linenn 8 ⟶ 16:
Elfennoù zo a gaver stank el lec’hanvioù, evel ''Plou'' (''Plo'', ''Pleu'', ''Plu''), a dalvez kement ha « [[parrez]] » ([[Plouedern]], [[Pleskob]]…), ''Tre'' a oa ul lec’h annezet da gentañ hag ul lodenn eus ur barrez da c’houde ([[Tregastell]]), ''Lan'' a dalveze « lec’h sakr » ([[Landerne]], ''Lok'', ur peniti ([[Lokmaria]], ''Lez'', lec’h annez un aotrou ([[Lesneven]]), ''kêr'', ul lec’h kreñv da gentañ hag ul lec’h annezet da c’houde ([[Kergrist]] ha miliadoù a lec’hanvioù all e Breizh)... Adkavout a reer rakgerioù kevatal e lec’hanvadurezh Kembre pe Kerne-Veur alies : [[Lanndewynnek]], [[Lyskerrys]], [[Caernarfon]], [[Treffynnon]], [[Llandeilo]]…
 
== Lec'hanvadurezh Breizh er gevredigezh ==
Lec’hanvadurezh Breizh zo un dachenn zo bet studiet kalzik, abaoe an {{XIXvet kantved}} ha betek hiziv. Evel war tachennoù all eus ar yezhoniezh e reer labourioù gwelloc’h bremañ eget na veze graet er c’hantvedoù tremenet. Gwelloc’h ez anavezomp hol lec’hanvioù. Abaoe dibenn an {{XXvet kantved}} e weler muioc’h-mui stummoù brezhonek hon anvioù-lec’h war ar panelloù-hent. ivez Alies e reer panelloù divyezhek eus ar panelloù-se ; e gwirionez ez eo daou stumm kar a gaver peurliesañ, an eil skrivet hervez reolennoù ar brezhoneg evel ma vez skrivet bremañ hag egile hervez doare ar c’hrennvrezhonek levezonet mui pe vui gant ar galleg ([[Kemper]]/Quimper, [[Gwengamp]]/Guingamp, [[Plogoneg]]/Plogonnec). Ral eo al lec’hioù e Breizh o deus daou anv disheñvel e brezhoneg hag e galleg ; hag ar re o deus, evel [[Gwened]], [[Roazhon]] pe [[Naoned]], a vez kenorin o anvioù gallek ha brezhonek peurvuiañ.
 
==Levrlennadur==
 
* Ar Greizenn-enklask war an Anvioù-lec'h, Répertoire bilingue des noms de lieux [sic] de Bretagne, Skol Uhel ar Vro, 1993. 93 p.
*[[Hervé Abalain]], ''Noms de lieux bretons'', Gisserot, 2000
*Guillaume Béchard, ''Les noms de lieux en pays gallo'', Presses Bretonnes, 1968
Linenn 26 ⟶ 38:
==Liammoù diavaez==
*[http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-kerofis.php KerOfis], bank roadennoù lec'hanvadurezh savet gant Ofis ar Brezhoneg
 
== Daveennoù ==
 
[[Rummad:Lec'hanvadurezh]]