Harlu Babilon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Tissot The Flight of the Prisoners.jpg|250px|vignette|dehou|[[James Tissot]], Tec'hadenn ar Brizonidi]]
'''Harlu Babilon''' pe '''Bac'hadeg Babilon''' eo ar mare en [[istor ar Yuzevien]] ma oa bet tapet un toullad tud eus [[rouantelezh Yehouda]] da vezañ bac'het e [[Babilon]] goude ma oa bet aloubet ar vro gant [[Nabukodonosor]]. Goude emgann Karkemich e [[-605|605]] a-raok hon mare e voe graetlakaet seziz war [[Jeruzalem]] gant [[Nabukodonosor]] a-raok rediañ ar roue [[Yehoyakim]] da baeañ truaj bep bloaz. Nac'het e voe gantañ paeañ an truaj goude ur pennad ha taget e voe [[Jeruzalem]] adarre betek marv ar roue ha prizoniet e voe ar roue nevez [[Yehoyac'hin]] e [[Babilon]]. Ar roue da heul, [[Zedekias]], a gendalc'has da labourat a-enep [[Babilon]] hag abalamour d'an dra-se e voe distrujet [[Jeruzalem]], he [[Templ Jeruzalem|Zempl]] hag harluet darn eus annezidi [[Rouantelezh Yehouda|Yehouda]] e [[-586|586 a-raok hon mare]].
 
Pa gouezhas [[Babilon]] dindan beli [[Kirus II]], roue ar [[Persed|Bersed]], e [[-539|539]] a-raok hon mare e voe leusket ar [[Yuzevien]] da zistreiñ da vro Yehouda ha da sevel un [[Templ Jeruzalem|Eil Templ]]. Ul levezon bras meurbet en deus bet ar mare-se war diorren ar [[Yuzevegezh]], e-keñver an [[doueoniezh]] met ivez war skrivañ ar [[Bibl]].
 
Tabut aDisemglev zo etre an istorourien diwar-benn pegen niverus e oa an dud harluet ha pegement a oa chomet er vro : tra ma embann an [[Tanac'h]] e oa harluet ar bobl a-bezh, pe dost, ez eus bet kavet roudoù a brou e oa chomet da vihanañ ar beizanted er vro hervez an arkeologourien. Er memes doare, distro an harluidi a c'hoarvezas tamm-ha-tamm kentoc'h eget en un taol hepken. Ouzhpenn-se e oa chomet kalzig a harluidi e [[Babilon]] ha diwarno e teu [[Yuzevien Irak]].
 
[[Rummad:Istor ar Yuzevien]]