Puerto Williams : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Puerto Williams''' zo ur gêr hag ur porzh eus su [[Chile]] en [[enez Navarino]]. Emañ war ribl [[Kanol Beagle]]. Bez' eo pennlec'h kumun [[Cabo de Hornos]] ha hini [[proviñs Antarktika Chile]], unan eus proviñsoù Chile e [[Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile]]. E Puerto Williams ez eus 2 874 a dud o chom ha kontañ a reer ez eo ar gêr suañ er bed.<ref>[http://edant.clarin.com/diario/1998/06/30/e-04801d.htm "Diario: Punto Williams"], ''Clarin'', 30 June 1998</ref>
 
Savet e voe kêr e 1953, ha da gentañ e oa anvet ''Puerto Luisa.'' Diwezhatoc'h e voe anvet ''Puerto Williams'' en enor da [[John Williams Wilson]], ur moraer chileat genidik eus Bro-Saoz hag a savas [[Fuerte Bulnes]], ar c'hreñvlec'h koshañ e tolead [[Strizh-douarmor Magalhães]], savet e 1843.
 
Ur porzh pouezus eo Puerto Williams evit mont da inizi su Chile ha da [[Antarktika]]. Ul lec'h pouezus eo evit pesketaerien ar vro ivez.