Badezouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:US Navy 110508-N-DR144-024 Lt. Jeffrey Ross, a chaplain aboard the Nimitz-class aircraft carrier USS Carl Vinson (CVN 70), baptizes Aviation Boatsw.jpg|250px|vignette|dehou|Ur [[badeziant]] badezour war-bord ul lestr-brezel [[SUA|amerikan]].]]
Ar '''Vadezouriezh''' zo unan eus skourrskourroù pennañ ar [[Protestantiezh|Brotestantiezh]]. Ganti ne vez [[badeziant|badezet]] nemet tud gouest da embann o feiz (da enebiñ ouzh badeziant ar vugale) en ur splujañ anezho en dour penn-kil -ha -troad. Dre vras e kred ar Vadezourien eo atebegemañ pep hini e karg eus e salvidigezh dirak Doue, e vezer savetaet gant ar feiz hepken (''[[sola fide]]''), ne c'heller diazezañ ar feiz hag al lid nemet diwarwar ar skridoù nemetken (''[[sola scriptura]]'') hag e ranker aozañ an Iliz dre ur gumuniezh aozet hag ingal o izili. Daou [[sakramant]] zo anavezet ganto, ar [[badeziant|vadeziant]] ha [[sakramant an aoter]].
 
Adalek ar penn-kentañ ez eus meur a zoare disheñvel da vezañ badezour e-keñver an dogm, al lid pe o doare da welet ar [[Kristeniezh|Gristenien]] all. Kavet ez eus bet roudoù eus an ilizoù "badezour" kentañ e [[1609]] en [[Amsterdam]], gant ur gumuniezh heñchet gant ur pastor [[Bro-Saoz|saoz]], [[John Smyth]]. Nac'hañ a reas badeziñ bugale ha ne zegemere nemet tud gour da vezañ badezet, hervez e zoare da lenn an [[Testamant Nevez]]. Strewiñ a reas al luskad war-zu [[Bro-Saoz]] e-lec'h ma savas skourroù disheñvel etre ar re a grede ne oa nemet un nebeud a vije dibabet da heuliañ o feiz ha lod all a grede e rankjed klask kelenn an holl. Unan eus pennoù bras a Vadezourien er mare-se, [[Thomas Helwys]] a c'houlennas e vije dispartiet ar [[Stad]] diouzh an [[Iliz]] evit ma c'hellje kaout an holl frankiz da grediñ diouzh eo c'hoant. Gant kudennoù etre ar feizoù e Bro-Saoz e strewas al luskad en [[Amerika]] a-raok bezañ kaset d'an holl gevandirioù gant misionourien.
 
== Pennadoù kar ==