Aogust (impalaer) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Kresk ar galloudoù roet da Aogust: replaced: s e → s e using AWB
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Aogust''', pe '''Augustus''' e latin, pe '''CAIVS•OCTAVIVS•THVRINVS''' e anv pa oa ganet, hag '''IMPERATOR•CAESAR•DIVI•FILIVS•AVGVSTVS''' pa varvas, a veze graet '''Oktav''' anezhañ, hag ivez '''Oktavian''', a oa ganet e [[-63|63 kent JK]] e Roma ha marvet er bloavezh [[14]] goude JK, e Nola (e [[Campania]] – Bro-[[Naplez]]), a oa ar c'hentañ [[impalaer]] [[Henroma|roman]].
 
Evel [[hêr]] da [[Julius Caesar]] e kemeras ar galloud e diwezh ar [[Republik roman]], e-kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. [[Gourniz]] e oa d'ar [[jeneral]] en doa lakaet ar [[Sened roman]] da blegañ, hag advabet e oa bet gantañ e [[-45|45]] kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv ''Caius Julius Caesar Octavianus''. Diazezer an [[impalaeriezh roman]] eo bet.
 
== Buhez ==
Linenn 16:
Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet [[Kikero]] d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E [[-42]] e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennoù ar Republikaned en [[emgann Philippoi]] e [[Trakia]].
 
E [[-40|40 kt JK]] e voe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar [[Kornôg|C'hornôg]], Mark Anton ar [[Reter]] ha Lepid [[proviñs roman Afrika]]. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e [[-37]]) betek [[-33]]. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e [[Bro-Spagn]] (e [[-36]] e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar [[Faraon]]ez [[KleopatrKleopatra VII|KleopatrKleopatra]], unpenn [[Egipt]], hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war [[morlu]] Mark Anton e [[emgann Aktiom|Aktiom]] (''Akra Nikolaos'' e [[Bro-C'hres|Gres]] hiziv) e [[-31]].
 
== Kresk ar galloudoù roet da Aogust ==
Linenn 26:
 
== Oberenn bolitikel ==
 
 
== Oberenn vilourel ==
Klask a reas Aogust kreñvaat an harzoù milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e [[9]]. Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar [[stêr]] [[EufratEufrates]] e [[Mezopotamia]]. Tizhet e oe ar [[Roen]] hag ar stêr [[Danav]] gant ar Romaned ivez. E-doug e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar [[''pax romana'']] (ar peoc'h roman) eus outi.
 
== Kavout un den da gemer war e lerc'h ==