Torrente, el brazo tonto de la ley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Torrente, el brazo tonto de la ley''' zo ur film komedienn [[spagnol]] embannet e [[1998]], sevenet ha c'hoariet gant [[Santiago Segura]] ha produet gant [[Lolafilms]]. Ar fent implijet a zo unan du o goapaat kevredigezh Bro-Spagn (archerien, katoliked, estrenien...). Degemeret eo bet mat gant an arvesterien ha gant ar vurutellerien. Deuet eo da vezañ un heuliad filmoù diazez e sevenadurezh a-vremañ ar vro.
 
An titl a zo bet awenet gant hini ar film [[Cobra (film, 1986)|Cobra]], ''el brazo fuerte de la ley'' (Cobra, the strong arm of the law), an titl implijet e Bro-Spagn evit ar film gant [[Sylvester Stallone]] hag embannet e [[1986]].
 
Enoret eo bet ar c'hentañ film Torrente gant daou Goya awards ha deuet e oa bet da vezañ ar film o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor ar sinema spagnolat. An heuliadoù o deus rastellet muioc'h a arc'hant c'hoazh gant [[Torrente 2: Misión en Marbella]]. Diazez eo bet ar film evit an heuliad filmoù Torrente gant Santiago Segura, hag a chom sevener hag aktour pennañ. An trede film a zo anvet [[Torrente 3: El protector]], ar pevare [[Torrente 4: Lethal Crisis]] hag ar pemvet a zo [[Torrente 5: Operación Eurovegas]]. An daou film diwezhañ a zo bet filmet gant ar stumm stereoscopic 3D.