Torrente, el brazo tonto de la ley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 5:
Enoret eo bet ar c'hentañ film Torrente gant daou Goya awards ha deuet e oa bet da vezañ ar film o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor ar sinema spagnolat. An heuliadoù o deus rastellet muioc'h a arc'hant c'hoazh gant [[Torrente 2: Misión en Marbella]]. Diazez eo bet ar film evit an heuliad filmoù Torrente gant Santiago Segura, hag a chom sevener hag aktour pennañ. An trede film a zo anvet [[Torrente 3: El protector]], ar pevare [[Torrente 4: Lethal Crisis]] hag ar pemvet a zo [[Torrente 5: Operación Eurovegas]]. An daou film diwezhañ a zo bet filmet gant ar stumm stereoscopic 3D.
== Istor ==
[[José Luis Torrente]] a zo feneant, feuls, techet gant ar boeson, [[Gouennelouriezh|gouennelour]], seksist ha broadelour. Skarzhet eo bet eus ar polis spagnolat met kenderc'hel a ra d'ober van bezañ archer. Bevañ a ra en ur ranndi brein e [[Madrid]] gant e dad hag a zo en ur gador-ruilh. Lakaat a ra e dad ampechet da c'houlenn an aluzenn er straed evit gounit arc'hant.
 
Evit an dudi e ra van evezhiañ straedoù Madrid diouzh noz goude bezañ lonket forzh pegement alkool, o vezañ feuls gant an estrañjourien a vev dre trafikoù (dramm dreist-holl) ha laerañ anezho.