Émile Bernard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Dre hanterouriezh al livour rusian Michail a Wylie, keneil d'e familh e yeas oaded a 16 vloaz, tre, en atalier al livour Fernand Cormon.
 
Goude bezañ graet anaudegezh gant livourien en atalier Cormon e voe argaset eus an atalier, hag e yeas da bourmen en Normandie hag e Breizh. Kejañ reas gantouzh Emile Schuffenecker, a roas dezhañ ul lizher evit en em ginnig da Baul Gauguin. Mont reas Bernard da [[Pont-Aven]], hogen nebeut a zarempred en doe gant Gauguin, d'ar c'houlz-se.
 
Ober reas anaoudegezh gant Vincent van Gogh e Paris. E-kerz ur prantad pointilist e voe d'ar c'houlz.
 
En 1887 e tistroas da Normandie ha da Vreizh, kinklañ reas ar gambr ma oa enni e leti itron ar Masson e [[Sant Briak-Briag]], a-raok dont da Bont-Aven.
 
Gauguin ha Charles Laval a oa d'ar mare-hont e Martinik. Kimiadiñ reas gant ar pointilisme evit mont davet ar c'hloisonisme, bet ijinet gant Louis Anquetin.
 
E 1888, e voe a-zevri o tarempredi gant Gaugin. Bernard a voe gant e c'hoar Madalen, tri bloaz yaouankoc'h evitañ, e pontPont-Aven. En ur prantad pouezus en em gavas Bernard ha Gauguin, graet e voe ganto ur sintezenn etre ar meizadel hag ar simbolegezh. Savet e voe ganto ar sintetelezh : goude ur weladenn, an elfennoù a na vezont ket dalc'het soñj outo a vez skarzet. Ar stummoù a zo eeunoc'h, hag an dibab livioù n'int ket ken fonnus.
 
==Poltredaoueg==