Torah : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 9:
Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur [[sofer]], ur skrib. Skrivet e vezont en [[hebraeg]], yezh hengounel ha relijiel ar [[Yuzevien]]. Un [[Darn sizhuniek an Torah|darn eus an Torah]] a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.
== Anvioù ha talvoudegezh ==
Ar ger [[hebraeg|hebraek]] "Torah" a zeu diwar ar wrizienn {{hebraeg|ירה}} a dalvez "heñchañ", "kelenn" ([[Leviegezh]] 10:11). "Torah" a dalvez neuze "kelenn", "kelennadurezh" pe "deskadurezh". Daoust ma lavarer alies e talvez "lezenn" n'emañ ket an talvoudegezh-se er ger-mañ.<ref>{{en}} Rabinowitz, Louis Isaac and Harvey, Warren. "Torah". ''Encyclopaedia Judaica''. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 20. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp. 39–46.</ref> [[Yuzevien Aleksandria]], en ur lakaat ar Seikont e gresianeg, a implijas ar ger ''nomos'', a dalvez "norm", "standard", "kelennadurezh" ha da c'houde "lezenn". Diwar an dra-se e oa kustum ar Bibloù gresianek ha latin d'ober "Lezenn" eus Pemp Levr Moizez.
En ur ster hollek e implijer ar ger "Torah" evit ober anv eus holl reolennoù ar Yuzevegezh rabinek, Lezenn dre skrid kenkoulz ha Lezenn dre gomz, hag holl kelennadurezh lezennel yuzev dre an istor, enno ar [[Michnah]], an [[Talmud]] pe ar [[Midrach]]. Treiñ "Torah" gant "Lezenn"<ref>{{en}} pp. 164–165, Scherman, [[Ermaeziadeg]] 12:49</ref> a c'hell degas un treuzkompren diwar-benn pal an Torah, diverret gant an term ''talmud torah'' ({{hebraeg|תלמוד תורה}} "studiañ an Torah").<ref>{{en}} Birnbaum (1979), p. 630</ref>
An anv koshañ a gaver evit kaozeal diwar-benn an darn-se eus an [[Tanac'h]] a seblant bezañ bet "Torah Moizez". Ne lenner ket an anv-se en Torah avat nag e labour ar brofeded rak-harlu. Lenner a reer anezhañ e levr [[Levr Yehoshoua|Yehoshoua]] (8:31–32; 23:6), [[Levrioù ar Rouaned|ar Rouaned]](Rouaned I 2:3; Rouaned II 14:6; 23:25), met n'eur ket evit lavaret hag-eñ e ra anv eus holl skridoù an Torah (hervez ar skiantourien biblek). Implij an term el lennegezh goude-harlu ([[Levr Malac'hi|Malac'hi]] 3:22; [[Levr Daniel|Daniel]] 9:11, 13; [[Levr Ezra|Ezra]] 3:2; 7:6; [[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:1; [[Eil Levr an Danevelloù|2Dn]] 23:18; 30:16) a oa graet evit bezañ komprenet e ster a-vremañ avat. Anvioù kent all a oa "Levr Moizez" ([[Levr Ezra|Ezra]] 6:18; [[Levr Nehemia|Nehemia]] 13:1; [[Eil Levr an Danevelloù|2Dn]] 35:12; 25:4; sellet ivez [[Levrioù ar Rouaned|Rouaned II]] 14:6) ha "Levr an Torah" ([[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:3) a seblant bezañ ur stumm berr eus "Levr Torah Doue" ([[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:8, 18; 10:29–30; sellet ivez 9:3).<ref>{{en}} Sarna, Nahum M. et al. "Bible". ''Encyclopaedia Judaica''. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 3. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp 576–577.</ref>
== Levrioù an Torah ==
'''Torah''' a vez graet da gentañ eus pemp levr [[Moizez]]:
|