Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 15:
 
An anv koshañ a gaver evit kaozeal diwar-benn an darn-se eus an [[Tanac'h]] a seblant bezañ bet "Torah Moizez". Ne lenner ket an anv-se en Torah avat nag e labour ar brofeded rak-harlu. Lenner a reer anezhañ e levr [[Levr Yehoshoua|Yehoshoua]] (8:31–32; 23:6), [[Levrioù ar Rouaned|ar Rouaned]](Rouaned I 2:3; Rouaned II 14:6; 23:25), met n'eur ket evit lavaret hag-eñ e ra anv eus holl skridoù an Torah (hervez ar skiantourien biblek). Implij an term el lennegezh goude-harlu ([[Levr Malac'hi|Malac'hi]] 3:22; [[Levr Daniel|Daniel]] 9:11, 13; [[Levr Ezra|Ezra]] 3:2; 7:6; [[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:1; [[Eil Levr an Danevelloù|2Dn]] 23:18; 30:16) a oa graet evit bezañ komprenet e ster a-vremañ avat. Anvioù kent all a oa "Levr Moizez" ([[Levr Ezra|Ezra]] 6:18; [[Levr Nehemia|Nehemia]] 13:1; [[Eil Levr an Danevelloù|2Dn]] 35:12; 25:4; sellet ivez [[Levrioù ar Rouaned|Rouaned II]] 14:6) ha "Levr an Torah" ([[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:3) a seblant bezañ ur stumm berr eus "Levr Torah Doue" ([[Levr Nehemia|Nehemia]] 8:8, 18; 10:29–30; sellet ivez 9:3).<ref>{{en}} Sarna, Nahum M. et al. "Bible". ''Encyclopaedia Judaica''. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 3. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp 576–577.</ref>
 
=== Anvioù all ===
{{Pennad pennañ|Pentateuc'h}}
Ar ouizieien gristen zo kustum d'ober "Pentateuc'h" eus Pemp Levr Moizez (([[gresianeg]] : πεντάτευχος, ''pentáteuchos'', "pemp roll"), ur ger a voe implijet da gentañ gant ar [[Yuzevegezh hellenistek]] en [[Aleksandria]].<ref>{{en}} ''The World and the Word: An Introduction to the Old Testament'', emb. Eugene H. Merrill, Mark Rooker, Michael A. Grisanti, 2011, p, 163: "Lodenn 4 Ar Pentateuc'h gant Michael A. Grisanti : Ar ger 'Pentateuc'h' zo derevet diwar ar gresianeg ''pentateuchox'', ger-ha-ger, ... Ar ger gresianek a seblant bezañ bet brudet gant Yuzevien hellenizaet Aleksandria en Ejipt e kentañ kantved hon mare..." / "Part 4 The Pentateuch by Michael A. Grisanti: The Term 'Pentateuch' derives from the Greek ''pentateuchos'', literally, ... The Greek term was apparently popularized by the Hellenized Jews of Alexandria, Egypt, in the first century AD..."</ref>
 
== Levrioù an Torah ==