Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Bevañ a rae alies-mat an dug hag e familh er c'hastell etre 1240 ha 1250, war-lerc'h ne voe ket gwelet ar c'hoskor kement hag e veze a-raok. Koulskoude ne voe ket harzet ar raktresoù labourioù a-hed ar prantad-se. Diwar-se e soñjer e oa a-fed Yann I<sup>añ</sup> e oa bet savet an tenneris norzh bras hag an tour kornôg pevarc'hornek. Difenn a rae al lec'h an domani e tu ar mor ha diraez da Wened a zispleg perak eo bet staliet aze. Eus al lojeiz-norzh hag a oa ur rann eus hollad an XIII<sup>vet</sup> kantved ne chom hiriv-an-deiz nemet prenestroù ar voger-greñv a skoe outañ hag an aspadennoù a zo bet dizoloet gant ar furchadegoù arkeologel.
 
E 1286 e voe kurunennet Yann II evel dug Breizh hag eñ a gendalc'has oberenn tisavouriel e dad hag e dad-kozh. Labourioù bras a oa bet kroget gant e c'hourc'hemenn dezhañ, hini an tour bras pe dour ar Sparfell er bizh peurgetket. Neuze e oa ur c'hastell eus an XIII<sup>vet</sup> kantved a ziskoueze holl elfennoù mentek liammet gant e bal a zifenn. Sur kenañ e oa ar c'hastell ha setu perak e oa bet lakaet ennañ an dielloù hag ivez teñzor ar familh dugel. Padal e chome un annezlec'h dudi endroet gant parkoù ha koadeier dereat evit chase an aotrouned hag e c'halle bezañ 100 den ag an noblañs o chom ennañ gant an dug. Pep arc'hweloù a oa bodet gant ar c'hastell-se.
 
=== Brezel Hêrezh Breizh hag an Tiegezh Moñforzh ===