Diforc'hioù etre adstummoù "Torah"

8 okted lamet ,  2 viz zo
* ''Ha-devarim'' ({{hebraeg|הַדְּבָרִים}} - "Setu ar c'homzoù"), ''Deuteronomion'' (gresianeg-latin) pe ''Adlezenn''
 
=== BereshitBerechit ===
{{Pennad pennañ|Levr ar C'heneliezh}}
Kentañ levr an Torah eo ''BereshitBerechit'', a c'heller rannañ e div lodenn : an istor kentidik (1 - 11) hag istor an hendadoù (12 -50). Al lodenn gentañ a laka war-wel preder an oberour (pe an oberourien) diwar-benn natur an doueelezh ha darempred an denelezh ouzh e Grouer : Doue a grou ur bed a zo mat ha graet evit an dud met breinet eo ganto dre o fec'hedoù ha divizet a ra Doue distrujañ ar pezh en doa krouet, o saveteiñ [[Noe]] hepken, an den reizh nemetañ da adsevel an darempred etre Doue ha Den. An eil lodenn a gont ragistor Israel, ar bobl dibabet gant Doue. Dre urzh Doue e veaj [[Abraham]] betek an Douar prometet e [[Kenaan]] e-lec'h ma chom evel ur c'hantreer evel ma ra e vab [[Izaag]] hag e vab-bihan [[Jakob]]. Cheñch a ra anv Jakob da Israel ha dre e vab [[Jozef]] ez a e vibien hag o familh da Ejipt, 70 den anezho holl, gant promesa Doue e vo meurded en o amzer da zont a zo fin al levr-mañ.
 
Bep an amzer en danevell ez eus emglevioù savet etre Doue hag an dud, da gentañ gant an holl dud met tamm ha tamm strishoc'h o zachenn gant un emglev gant ur bobl nemetken.
 
=== ShemotChemot ===
{{Pennad pennañ|Levr an Ermaeziadeg}}
Eil levr an Torah eo ''Shemot'', a zeu diouzhtu goude ''Bereshit''. Kontet eo ennañ penaos o doa torret an Henisraelited ar sklaverezh en Ejipt dre nerzh Doue, en doa choazet Israel evel e bobl. Taget eo Ejipt gant Doue dre seizh gwallenn. Gant ar profed [[Moizez]] en o fenn e veajont dre an dezerzh betek [[Menez Sinai]] e-lec'h ma ro Doue al Lezenn d'e bobl kenkoulz ha prometiñ douar [[Kenaan]] dezho ma chomont feal d'o ger.
 
6 276

modifications