Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 53:
Pevare Levr an Torah eo ''Bamidbar'', dezhañ un istor hir ha luziet, daoust ma soñjer bremañ eo disoc'h un adskrid [[Mammenn beleg|beleg]] diwar ur vammenn [[Mammenn yawistek|yawistek]] graet war-dro ar {{Vvet kantved}}. Tennañ a ra al levr e anv eus an div niveradeg graet da gontañ an Israelited.
 
Kregiñ a ra al Levr e Menez Sinai e-lec'h m'o doa resevet an Israelited o Emglev ha Lezenn digant Doue tra m'En deus Eñ kemeret annez en Tabernakl. Dezho bremañ da zont da vestr war douar Kenaan. Kontañ a reer a bobl a-raok en em brientiñ da gomañs da vale. E-kerzh ar veaj avat e ra trouz ar bobl war pegen start eo ha sevel a ra a-enep aotrouniezh [[Moizez]] hag [[Aaron]]. Abalamour d'an dra-se e tistruj Doue war-dro 15 000 anezho. Erruet a reont war harzoù Kenaan ha kas a reont spierien di. Met livañ du a reont an traoù, dreist-holl diwar-benn kreñvded an dud enno ha nac'hañ a ra ar bobl kemer kontrol ar vro. Kondaonet int neuze gant Doue da vervel en dezerzh betek ma savo ur remziad all ne vije ket merket gant buhez ar sklaverezh. Echuiñ a ra al levr p'eo prest ar remziad-se da vont kuit eus [[Moab]] en ur dreuziñ ar [[Jordan s(têrstêr)|Jordan]].
 
Parr istor ermaeziadeg an Israelited eo Levr an Niveroù, eus o zec'hadeg eus Ejipt betek ma'z ont prest da vezañ mestr war an Douar prometet dezho gant Doue. Mont a ra betek penn an tem komañset er C'heneliezh ha kresket en Ermaeziadeg hag el Leviegezh, da lavaret eo e oa bet prometet gant Doue e vije an Israelited ur bobl veur (dre o niver dreist-holl), dezho un darempred ispisial ouzh Doue hag e teujent da vestr douar Kenaan. Lakaet pouez eo gant al Levr-se war ar santelezh, ar fealiezh hag ar fiziañs : daoust da vezañs Doue hag e veleien e ra diouer ar fiziañs en Israel hag an dra-se zo kaoz e rank gortoz ur remziad nevez da welet sevenidigezh promesaoù Doue.