Meven Mordiern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg: typo, replaced: Francois → François using AWB
Linenn 9:
E [[1920]], pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da [[Porzhig|Borzhig]] pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar [[Kelted|Gelted]] kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar [[yezhoù keltiek]] a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant-Elouri e-barzh parrez Porzhig, pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour [[Emil Ernod]].
 
Gant diskar talvoudegezh al lur-gall e voe rivinet Meven Mordiern hag e renas bloavezhioù diwezhañ e vuhez er baourentez vrasañ. Mervel a reas en ospital Kintin d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949, ha douaret e voe e Sant-Brieg, e-kichen e vignon FrancoisFrançois Vallée, a-drugarez da vrokusted an itron Sant-Pêr, prenet ganti bez an Ao.David (breur an eskob) a oa vak.
 
Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.